Brav ha bev

Brav ha bev@brav_ha_bev

3 followers
Follow

Season 1 episodes (35)

Beg-heskenn Oceanopolis
S01:E35

Beg-heskenn Oceanopolis

Hiziv vo kontet eus ul loen a oa e Brest betek miz Here 2023. Ral eo gwelet loened eus ar spesad-mañ, rak en arvar da vervel emaint. N’eus ket muioc’h evit pevar loen e akwariomoù Europa a-bezh. Lakaet vo ar gaoz war ar begoù-heskenn, pe ar pesked heskenn : les poissons-scies. Sonioù, tonioù implijet Hey Ma gant Scott Nice (CC BY NC SA) Tower of mirrors gant Blue Dot Sessions (CC BY NC) White Limit gant Blue Dot Sessions (CC BY NC) Mind Body Mind gant Blue Dot Sessions (CC BY NC) Mammennoù An anv e war Ichtyo (CNRS) Titouroù diwar-benn ar begoù-heskenn war lec’hienn Oceanopolis : https://www.oceanopolis.com/soutenez-oceanopolis/le-poisson-scie/ https://www.oceanopolis.com/programmes-de-reintroduction-et-reproductions-despeces-menacees-oceanopolis-sengage-pour-la-conservation-des-requins-et-raies/ Er mediaoù https://www.francebleu.fr/infos/environnement/oceanopolis-laisse-partir-son-poisson-scie-dans-le-cadre-d-un-programme-de-reproduction-9402522 https://www.ouest-france.fr/sciences/animaux/a-brest-pourquoi-lemblematique-poisson-scie-doceanopolis-va-t-il-quitter-laquarium-a75062ca-4d84-11ee-90c9-6337e94e3b07 https://www.radiofrance.fr/franceinfo/podcasts/le-billet-sciences/espece-menacee-d-extinction-pour-la-premiere-fois-des-scientifiques-vont-tenter-de-faire-se-reproduire-des-poissons-scies-en-aquarium-7587753 https://france3-regions.francetvinfo.fr/occitanie/herault/montpellier/un-couple-de-poissons-scies-reuni-a-montpellier-pour-se-reproduire-leur-accouplement-au-centre-de-l-attention-des-scientifiques-2855624.html Pistris pistris

Medalennoù ar CNRS
S01:E34

Medalennoù ar CNRS

Hiziv vo lakaet war wel div vaouez er bed skiantel o deus graet ul labour ken mat ken zo bet roet dezho medalennoù gant ar CNRS. Sonioù, tonioù implijet Hey Ma gant Scott Nice (CC BY NC SA) Patched In gant Blue Dot Sessions (CC BY NC) Springish gant Gillicuddy (CC BY NC) Piscoid from Andy G. Cohen (CC BY) Mammennoù Claire Hellio https://www.cnrs.fr/fr/presse/cnrs-decouvrez-les-laureats-2023-de-la-medaille-de-linnovation https://www.letelegramme.fr/finistere/brest-29200/claire-hellio-star-brestoise-des-biotechnologies-marines-6429913.php https://pubmed.ncbi.nlm.nih.gov/29532333/ Sandra Lavorel : https://www.cnrs.fr/fr/presse/lecologue-sandra-lavorel-recoit-la-medaille-dor-2023-du-cnrs https://fr.wikipedia.org/wiki/Service_%C3%A9cosyst%C3%A9mique https://lejournal.cnrs.fr/articles/sandra-lavorel-une-ecologue-au-sommet

Ar c'hromozom Y
S01:E33

Ar c'hromozom Y

Er gronikenn Brav ha Bev hon eus lakaet ar gaoz meur a wech war an ADN. Hiziv e vo safaret eus ul lodenn eus an ADN : ar c’hromozom Y, a zo bet sekañset penn-da-benn n’eus ket pell zo. Sonioù, tonioù implijet : Hey Ma gant Scott Nice (CC BY NC SA) Brass Buttons gant Blue Dot Sessions (CC BY NC) Sunday Lights gant Blue Dot Sessions (CC BY NC) We breathe in the sun gant krackatoa (CC BY NC SA) Mammennoù : Séquençage du génome humain : le chromosome Y livre ses derniers secrets (The Conversation, CC BY NC) The complete sequence of a human genome, Nurk et al. (2022) The complete sequence of a human Y chromosome, Rhie et al. (2023) Assembly of 43 human Y chromosomes reveals extensive complexity and variation, Hallast et al. (2023)

Ar pollenañ er mor
S01:E32

Ar pollenañ er mor

Hiziv vo kontet eus plant. Eus ar plant vez kavet war an douar, ha eus ar re vez kavet er mor ivez, ar bezhin. Ha graet e vo un tamm beaj en amzer dremenet ivez, pell pell zo, evit klask orin ar pellenañ. Prest oc’h ? Deomp dezhi ! Gwirioù, tonioù implijet Hey Ma gant Scott Nice (CC BY NC SA) To The Sea gant Yusuke Tsutsumi (CC BY NC) Gusty Hollow gant Blue Dot Sessions (CC BY NC) Algea Trio gant Blue Dot Sessions (CC BY NC) Rabbit Hole gant Blue Dot Sessions (CC BY NC) Mammennoù : van Tussenbroek et al. (2016), Nature Communications Lavaut et al. (2022), Science Dans l’océan, des «pollinisateurs» aident les algues à se reproduire, The Conversation France Heuliadenn Ar bezhin

An teureuged hag an tredan
S01:E31

An teureuged hag an tredan

Hiziv ‘vo kontet eus an teureuged, les tiques. ‘Blam ma c’hellont bezañ un tamm dañjerus, n’eo ket falloc’h goût un nebeud traoù diwar o fenn. Ha traoù nevez zo bet lakaet war wel n’eus ket pell zo ! Gwirioù, tonioù implijet Hey Ma gant Scott Nice (CC BY NC SA) phenomena gant Mesu Kasumai (CC BY NC SA) prater gant Dee Yan-Key (CC BY NC) Pill gant [http://blear-moon.com ] (CC BY SA) 6 10.11.2011 gant Audio K (CC BY NC SA) Hidalgo gant Tortue Super Sonic (CC BY NC SA) Mammennoù England et al., 2023, Current Biolgy Maladie de Lyme : une piste vaccinale innovante pour diminuer la dangerosité des tiques, Anses Wu-Chuang et al., 2023, *Microbiome citique.fr

Ar marmouzed hag an ereadurezh
S01:E30

Ar marmouzed hag an ereadurezh

Deus ar gerioù an hini eo ‘vo kontet deoc’h hiziv. Ganto e c’hellomp sevel frazennoù ha lâret ar pezh a fell deomp lâret. Bamus eo, en ur mod : gall’ reomp komz deus an amzer, deus an amzer da zont, deus traoù ha n’eus ket deuzouto memes, ha me oar me. Kemend-all a draoù evel zo moaien d’ober gant ar gerioù ! Ha padal n’eus ket miliardoù anezho. Un tammig muioc’h ’vit 20 mil ger zo war geriadur an Here evit ar brezhoneg. War ar pemdez, ‘vez ket implijet muioc’h ‘vit 8000. Pezh zo, ar gerioù a c’hell kaout meur a ster. Hervez ar gerioù all er frazenn vez komprenet pe choazet ster ur ger. Eus an dra-se vez graet “ereadurezh” pe “sintaks”. Met eus pelec’h ’teu an ereadurezh ? Ijinet eo bet gant an Den ? Pe loened ’zo zo gouest sevel frazennoù ivez ? Sonioù, tonioù implijet Hey Ma gant Scott Nice (CC BY NC SA) Curious gant Podington Bear (CC BY NC) Blammo gant Podington Bear (CC BY NC) Pshaw gant Podington Bear (CC BY NC) To The Great Beyond gant Stellardrone (CC BY) Mammennoù Le journal des sciences (2023-05-10), France Culture Semantic combinations in primate calls, Arnold and Zuberbühler (2006) Bonobos Extract Meaning from Call Sequences, Clay and Zuberbühler (2011) Call combinations and compositional processing in wild chimpanzees, Leroux et al. (2023) (CC BY)

Ar plant hag an trouz
S01:E29

Ar plant hag an trouz

N’eus ket bet kavet skouarn gant ar plant, ha padal e c’hellont klevet traoù. Ur studiadenn nevez embannet he deus diskouezet e c’hellont ober trouz memes. Deuit da glevet bed trouzus ar plant ! Tonioù : Hey Ma gant Scott Nice (CC BY NC SA) Be Kind to Me gant Jon Watts (CC BY NC SA) Limits & Emotions gant Jon Watts (CC BY NC SA) Turning gant Blue Dot Sessions (CC BY NC) Discovery gant Jon Luc Hefferman (CC BY NC) Trouz ar wenanenn gant iainmccurdy (Freesound.org) (CC BY) Mammennoù : https://www.sciencedirect.com/science/article/pii/S209531191360492X?via%3Dihub https://www.cell.com/cell/fulltext/S0092-8674(23)00262-3 https://academic.oup.com/jxb/article/67/15/4483/1749649?login=false https://bmcresnotes.biomedcentral.com/articles/10.1186/s13104-017-2643-4 https://link.springer.com/article/10.1007/s00442-014-2995-6?correlationId=4d9ea02c-da9a-44df-a279–bfae59b39531&error=cookies_not_supported&code=95af8d91-4a5f-49e1-9e9c-0348f7a49ac4 https://onlinelibrary.wiley.com/doi/10.1111/ele.13331

An ezen
S01:E28

An ezen

Kontet ‘vo eus loened a zo mil anavezet hiziv. N’int ket bihan-bihan, n’int ket dreistloened. Ha padal o deus “kolonizet” ar bed a-bezh, gant hor sikour deomp-ni a-hed ar c’hantvedoù. Safaret ’vo eus an ezen ! Gwirioù, tonioù implijet : Hey Ma gant Scott Nice (CC BY NC SA) Burning Forest gant Aaron Mist (CC BY NC) Which That Is This? gant Doctor Turtle (CC BY) Olive Skinned, Silver Tongued (INSTRUMENTAL) gant REW<< (CC BY NC SA) Clappy En Force gant Jon Watts (CC BY NC SA) Mammennoù : https://www.science.org/doi/10.1126/science.abo3503 https://www.science.org/content/article/single-domestication-donkeys-helped-build-empires-around-world https://www.nature.com/articles/s41586-021-04018-9

Ar virusoù 3/3
S01:E27

Ar virusoù 3/3

Gant an div gronikenn ziwezhañ ’oamp komañset da gontañ eus ar virusoù. Gwelet hon eus petra int ha goude-se zo bet kontet istorioù diwar o fenn : ar virusoù ramzel, ar virusoù eñfektet gant virusoù all ha kement zo. Tamm-ha-tamm hon eus komprenet zo liammoù a bep seurt etre ar virusoù hag an organismoù all. Hiziv ‘vo safaret eus an dra-se just a-walc’h : safaret ’vo eus plas ar virusoù en ekosistemoù. Gwirioù, tonioù implijet : Hey Ma gant Scott Nice (CC BY NC SA) Tripoli gant Blue Dot Sessions (CC BY NC) Adventure, Darling gant Gillicuddy (CC BY NC) Waltzing in the Rye gant Kai Engel (CC BY NC) Tweedlebugs gant Podington Bear (CC BY NC) Bind thy wings gant krackatoa (CC BY NC SA)

Ar virusoù 2/3
S01:E26

Ar virusoù 2/3

Goude bezañ komzet eus ar virusoù dre vras er rann ziwezhañ, vo kontet deoc’h 2 istor diwar o fenn hiziv. Safaret ’vo eus ar virusoù ramzel da gentañ, ha goude-se vo graet anaoudegezh gant an debrerien virusoù. Gwirioù, tonioù implijet : Hey Ma gant Scott Nice (CC BY NC SA) Tripoli gant Blue Dot Sessions (CC BY NC) Midday gant Blue Dot Sessions (CC BY NC) Tweedlebugs gant Podington Bear (CC BY NC) Bind thy wings gant krackatoa (CC BY NC SA)

Ar virusoù 1/3
S01:E25

Ar virusoù 1/3

Hiziv ‘vo kontet eus traoù ha n’int ket toutafed bev, met n’int ket toutafed marv kennebeut. Bihan int, met a-wechoù vez kavet lod hag a zo brasoc’h, ramzel memes ! Reuz zo ganto abaoe tri bloaz ’so. Kavet ho peus ? Safaret ’vo eus ar viruzoù ! 🦠 Hey Ma gant Scott Nice (CC BY NC SA) Tweedlebugs gant Podington Bear (CC BY NC) Fluterbee gant Podington Bear (CC BY NC) Delta gant Podington Bear (CC BY NC) Bind thy wings gant krackatoa (CC BY NC SA)

An antibioresistañs 2/2
S01:E24

An antibioresistañs 2/2

Er gronikenn ziwezhañ hor boa lakaet ar gaoz war an antibiotikoù. Penaos eo bet lakaet war wel an hini kentañ, ha penaos vezont implijet hiziv-an-deiz. Hiziv e kinnigan deoc’h kenderc’hel gant ar sujed-mañ ha komz deus an antibioresistañs. Bec’h dezhi ! Gwirioù, tonioù implijet : Hey Ma gant Scott Nice (CC BY NC SA) Ascending obsolescence gant krackatoa (CC BY NC SA) Brick Wall (Instrumental) gant Simon Panrucker (CC BY SA) The Rat King is Coming Instrumental gant krackatoa (CC BY NC SA)

An antibioresistañs 1/2 : an antibiotikoù
S01:E23

An antibioresistañs 1/2 : an antibiotikoù

Hiziv e kinnigan deoc’h kontañ deus traoù munut ha deus traoù bras-bras, deus traoù kozh ha deus traoù a-vremañ. Safaret ‘vo eus baktiri ha deus ar bed a-bezh ivez. Al liamm zo etre an 2 eo an antibioresistañs, un doare redadeg zo gant ar baktiri hag al louzoù a c’hellomp produiñ, an antibiotikoù. Div gronikenn ‘vo war ar sujed-mañ, ha ni zo o vont da gregiñ e-barzh gant un istor, un istor zo c’hoarvezet tost 100 vloaz zo, e 1928… Gwirioù, tonioù implijet : Hey Ma gant Scott Nice (CC BY NC SA) Curious gant Podington Bear (CC BY NC) An orchestra behind my window gant et_ (CC BY NC SA) Mystery Blues gant Squire Tuck (CC BY) Ennio (instrumental) gant Silence Is Sexy (CC BY NC SA)

Svante Pääbo - Priz Nobel ar medisinerezh
S01:E22

Svante Pääbo - Priz Nobel ar medisinerezh

Hiziv e kinnigan deoc’h beajiñ en amzer dremenet. Ha pell zo memes. Mont a raimp da veajiñ betek orin an denelezh ! Emaomp o vont da safaret deus priz Nobel ar medisinerezh 2022 a zo bet roet da Svante Pääbo. Gwirioù, tonioù implijet : Hey Ma gant Scott Nice (CC BY NC SA) Balaton gant Jonas (CC BY NC SA) Fraie gant Salmo (CC BY) Song of Hope in a World Without Care gant Squire Tuck (CC BY) Vácuo gant Nagra (CC BY NC SA) Announcement of the 2022 Nobel Prize in Physiology or Medicine

Martezeadenn ar Rouanez ruz
S01:E21

Martezeadenn ar Rouanez ruz

Pell zo n’em eus ket fardet deoc’h ur gronikenn “deorikel’. Graet hon eus anaoudegezh gant kalz boudoù bev met abaoe pell zo n’em eus ket safaret eus teoriennoù pe eus traoù difetis. Hiziv ’vo klasket kempouez an traoù. Kontet ’vo eus ur vartezeadenn. Er gronikenn-mañ ’vo kontet eus ur rouanez hag eus Lewis Caroll (skrivagner al levr mil anavezet “Troioù-kaer Alis e bro ar marzhoù) hag eus ur redadeg. Kement tra a zo liammet ouzh ur vartezeadenn neuze : martezeadenn ar rouanez ruz. Gwirioù, tonioù implijet Hey Ma gant Scott Nice (CC BY NC SA) Uncertainty gant Blue Dot Sessions (CC BY NC) Pole Stars gant Aaron Ximm (CC BY NC SA) Delta gant Moonove (CC BY NC SA)

Preñved Rosko
S01:E20

Preñved Rosko

Setu rann 20 Brav ha bev dija 🎉 Hiziv ‘vo safaret eus preñved a vez kavet un tamm pep-lec’h. Met studiet int bet e Rosko, peadra da gomz diwar o fenn ! Gwirioù, tonioù implijet: Hey Ma gant Scott Nice (CC BY NC SA) Pole Stars gant Aaron Ximm (CC BY NC SA) 3 gant Matt LeGroulx (CC BY NC SA) We breathe in the sun gant krackatoa (CC BY NC SA) Ebb and Flow gant Fabian Measures (CC BY) Golo ar rann : Luc’hskeudenn tapet gant Benjamin Guichard (CC BY SA)

Ar biomimikerezh - ober 'giz an natur
S01:E19

Ar biomimikerezh - ober 'giz an natur

Ne vo ket safaret eus ul loen hiziv, nag eus ur blantenn kennebeut. Kontet ‘vo kentoc’h eus ul liamm a zo etre an natur hag an denelezh. Lâret ‘vo deoc’h penaos e c’hell an natur reiñ deomp awen evit sevel traoù. Safaret e vo eus ar biomimikerezh. Hag ur mikro nevez a zo ganin, emichañs ‘vo gwelloc’h ar son 🙂 Gwirioù, tonioù implijet: Hey Ma gant Scott Nice (CC BY NC SA) Adventure, Darling gant Gillicuddy (CC BY NC) Dockers gant Podington Bear (CC BY NC) A Year of Euphoria gant Nagra (CC BY NC SA) Golo: BardaneCapitulesCrochetsDétail gant Lamiot (CC BY SA)

An demodeksed
S01:E18

An demodeksed

An distro eo ! Evit adkregiñ ganti e vo graet anaoudegezh gant akarianed ispisial, anvet demodeksed, pe e latin Demodex folliculorum. Evit ar c’houlzad-mañ, eil koulzad Brav a bev, ’vo klasket liammañ ar gronikenn gant studiadennoù nevez embannet. Hiziv vo kaoz eus Human Follicular Mites: Ectoparasites Becoming Symbionts gant Smith et al. (2022). Deomp dezhi neuze ! 🐛 Gwirioù, tonioù implijet : Hey Ma gant Scott Nice (CC BY NC SA) The Mountain gant Podington Bear (CC BY NC) Pshaw gant Podington Bear (CC BY NC) Skipping in the No Standing Zone gant Peter Gresser (CC 0) Blammo Podington Bear (CC BY NC) Skeudenn ar golo Demodex mites feeding in a hair follicle of their host (size of mites exaggerated) gant Acarologiste (CC BY SA)

Al laboused mor
S01:E17

Al laboused mor

Deomp war vord ar mor! Graet e vo gant ho tivskouarn evit anavezout al laboused-mor. Ha klask a raimp ober anaoudegezh gant ar re-se ’vel-just! 🐤🌊 Gwirioù (kalz a zo, trugarez d’ar re a laka o labour dindan aotre Creative commons!): Sonerezh Hey Ma gant Scott Nice (CC BY NC SA) theme 4 gant johnny_ripper (CC BY NC SA) Nort rv. gant Blear Moon (CC BY NC) Dockers gant Podington Bear (CC BY NC) Arctica gant Kai Engel (CC BY NC) HoldingSteady gant Podington Bear (CC BY NC) Kanoù, kriadennoù al laboused (war xeno-canto.org) Gouelan gris - kolonienn gant Peter Boesman (CC BY NC SA ND) Gouelini gris - yaouank gant Timo Schnabel (CC BY NC SA) Gouelan gris - o nijal gant Stein Ø. Nilsen (CC BY NC SA) Gouelan gris - war an douar gant Sonothèque ADVL (CC 0) Gouelan gris - galv hir gant Irish Wildlife Sounds (CC BY NC SA) Gouelan bras + gouelan gris gant Stanislas Wroza (CC BY NC SA) Gouelan bras gant Stanislas Wroza (CC BY NC SA) Gouelanig maskl du gant Corentin Rivière (CC BY NC SA) Gouelaniged maslk du - kolonienn gant Eetu Paljakka (CC BY NC SA) Morskoul gant Stanislas Wroza (CC BY NC SA) Morskouled - kolonienn gant Martin St-Michel (CC BY NC SA) Poc’han boutin gant Irish Wildlife Sounds (CC BY NC SA) Gouelan gris - kâk kâk kâk gant Lars Lachmann (CC BY NC SA)

Ar merien
S01:E16

Ar merien

Chom a raimp war an douar hiziv, pe kentoc’h dindan an douar… Graet e vo anaoudegez gant ar merien ! Gwirioù, tonioù implijet: Hey Ma gant Scott Nice (CC BY NC SA) Pole Stars gant Aaron Ximm (CC BY NC SA) Solidarity gant Podington Bear (CC BY NC) On The Clock gant Pictures of the Floating World (CC BY NC SA) Skeudenn ar rann diwar foto Luke Elstad

Ar morgizhier
S01:E15

Ar morgizhier

Hiziv e kinnigan deoc’h ober ur splujadenn e-barzh ar mor, ur wech ouzhpenn. Ret e vo splujañ betek strad ar mor, ha sellet pizh, rak al loened a vo safaret deuzouto zo diaes da welet. Hiziv vo klasket gwelet morgizhier, hag a zo anvet ivez poched-an-toer pe souaeed, diouzh al lec’h. Gwiskit ho maskl splujañ, ha lunedoù ouzhpenn marteze, ha bec’h dezhi! 🐙 Tonioù implijet: Hey Ma gant Scott Nice (CC BY NC SA) Octopus gant Jahzzar (CC BY SA) Waltzing in the Rye gant Kai Engel (CC BY NC) Arctica gant Kai Engel (CC BY NC) K For Kool gant Kuromaru (CC BY)

An ornitorinked
S01:E14

An ornitorinked

Er gronikenn Brav ha Bev hon eus graet anaoudegezh gant 2 loen a zo un tamm dibar. An tardigraded, bihan tout met kreñv-bominabl. Hag ar razhed-goz noazh, un doare logod hag a vev e koloniennoù hag e-pad pell. Hiziv vo komzet eus unan eus loened drolañ, iskisañ zo er bed: an ornitorinked! Gwirioù, tonioù implijet: Hey Ma gant Scott Nice (CC BY NC SA) Astrisx gant Blue Dot Sessions (CC BY NC) Seashore gant Podington Bear (CC BY NC) Mystery Blues gant Squire Tuck (CC BY) Lille gant johnny_ripper (CC BY NC SA) Intención gant Sapajou (CC BY)

An heureuchined-mor (2/2)
S01:E13

An heureuchined-mor (2/2)

Kendalc’het ‘vo hiziv gant an heureuchined-mor. Er rann ziwezhañ hor boa safaret eus o neuz hag eus o flas e kempouezioù ekologel. Ha bremañ neuze vo komzet eus ar pezh a zegasont d’ar bed skiantel. Hag eus o seksualegezh ivez. 👀 Gwirioù, tonioù implijet: Hey Ma gant Scott Nice (CC BY NC SA) Wings - II Animato gant Aitua (CC BY NC SA) Arctica gant Kai Engel (CC BY NC) Camille Saint Saens - Carnaval des animaux - VII Aquarium gant Aitua (CC BY SA) Seashore gant Podington Bear (CC BY NC) Window Shopping gant Podington Bear (CC BY NC) Wind and sea gant Geenburg (CC BY)

An heureuchined-mor (1/2)
S01:E12

An heureuchined-mor (1/2)

Hiziv vo splujet e-barzh ar mor evit ober anaoudegez gant loened a vez kavet en holl vorioù. Stumm ur voulenn o deus, gant kalz a zrein pe bikoù. Cheñch a ra o anv deus un eil bro d’eben : heureuchined-mor, pe teureuged-mor, pe uioù-keureug, pe c’hoazh kistin-mor. Komzet ’vo eus an heureuchined-mor neuze! Hey Ma gant Scott Nice (CC BY NC SA) Gaia gant Nova Noma (CC BY) Flute Fleet gant Podington Bear (CC BY NC) Hélice’s Theme gant Komiku (CC 0) Seashore gant Podington Bear (CC BY NC) Window Shopping gant Podington Bear (CC BY NC) Skeudenn: ur foto eus Sphaerechinus granularis tapet gant Diego Delso (CC BY SA) ha lakaet war Wikimedia

An ADN (3): an ADN, an ARN hag ar proteinoù
S01:E11

An ADN (3): an ADN, an ARN hag ar proteinoù

Kendalc’het ‘vo hiziv gant hon heuliad diwar-benn an ADN. Gant ar rann gentañ hor boa komzet eus ar volekulenn-mañ, evit pezh a sell ouzh ar gimiezh. Cheñchet hor boa sell, gant ar rann ziwezhañ, evit sellout ouzh traoù brasoc’h, traoù a c’haller gwelet gant an daoulagad. Komzet hor boa eus an herezh, ar perzhioù a vez treuzkaset a rummad da rummad. Petra a c’hoarvez etre an daou ? An dra-se a vo sujed ar rann-mañ. Komzet vo eus teorienn diazez ar vevoniezh volekulel. (ha klevout a rit n’eo ket dav derc’hel soñj eus an anv luziet-mañ 😅) Gwirioù, tonioù implijet: Hey Ma gant Scott Nice (CC BY NC SA) Takayama gant Niwel (CC BY SA) K For Kool gant Kuromaru (CC BY) Flourish gant Purrple Cat (CC BY SA) Inaccessible love gant CyberSDF (CC BY)

An ADN (2): an herezh
S01:E10

An ADN (2): an herezh

Kendalc’het ’vo hiziv gant hon heuliad diwar-benn an ADN. Gant ar gronikenn ziwezhañ hor boa graet un tamm tro en amzer dremenet evit gouzout penaos eo bet lakaet war-wel gant ar skiantourien ha skiantourezed. Ha hiziv neuze e vo komzet eus talvoudegezh an ADN. Da betra ‘servij an ADN ? Bec’h dezhi! Hey Ma gant Scott Nice (CC BY NC SA) Intención gant Sapajou (CC BY) Adventure, Darling gant Gillicuddy (CC BY NC) Moonbeams gant Tokyo Music Walker (CC BY) Inaccessible love gant CyberSDF (CC BY)

An ADN (1)
S01:E09

An ADN (1)

Gant ar gronikenn “Brav ha bev” eo bet lakaet ar gaoz war ar boudoù bev. Komzet em eus un tammig diwar-benn an istor ivez, istor ar vevoniezh gant Darwin hag e veaj war bourz ar Beagle. Hiziv e vo komzet eus ur vrikenn a vez kavet gant an holl voudoù bev: an ADN. Kalz traoù zo da lâret diwar-benn ar volekulenn-mañ, hag an dra-se zo kaoz e vo graet un heuliad kronikennoù. Hiziv vo komañset gant an diazez: ar gimiezh ha penaos eo bet lakaet war wel an ADN. Deomp dezhi! Gwirioù, tonioù implijet: Hey Ma gant Scott Nice (CC BY NC SA) Intención gant Sapajou (CC BY) Moonbeams gant Tokyo Music Walker Marée gant Kai Engel (CC BY) Inaccessible love gant CyberSDF (CC BY)

An tardigrad
S01:E08

An tardigrad

Hiziv vo dizoloet un organism kreñv-abominapl hag un tamm iskis: an tardigrad. Ur familhad a spesadoù eo kentoc’h, liesseurt a-walc’h, ha bamus int! Gwirioù: Hey Ma gant Scott Nice (CC BY NC SA) Overlove gant John Tasoulas (CC BY) Marée gant Kai Engel (CC BY) Gaia gant Nova Noma (CC BY) To The Great Beyond gant Stellardrone (CC BY) Golo ar rann: skeudenn eus un tardigrad gant mikroskop elektronikel dre skannañ, gant Schokraie E, Warnken U, Hotz-Wagenblatt A, Grohme MA, Hengherr S, et al. (2012)

Ar go (2/2)
S01:E07

Ar go (2/2)

Hiziv ‘vo kendalc’het gant sujed ar rann ziwezhañ: ar go. Lakaet e vo ar gomz war talvoudegezh ar go, ha renablet ’vo un nebeud skouerioù eus boued lakaet e go, dre ar bed. Hey Ma gant Scott Nice (CC BY NC SA) Gaia gant Nova Noma (CC BY) Flourish gant Purrple Cat (CC BY SA) Inn of Good Fortune gant Solas (CC BY SA) Dolling gant Cybersdf (CC BY)

Ar go (1/2)
S01:E06

Ar go (1/2)

Hiziv e vo lakaet ar gaoz war ar boued lakaet e go. Bara, bier, laezh ribod… Kalz boued ‘vez fardet gras d’ar go. Met penaos ez a en-dro? Desket e vo an dra-se er gronikenn-mañ ha kendalc’het e vo er rann a zeu! Gwirioù, tonioù: Hey Ma gant Scott Nice (CC BY NC SA) Clocks gant Forget the Whale (CC BY NC) Light gant Idyllic (CC BY SA) To The Great Beyond gant Stellardrone (CC BY)

Mikrobiot ar bouzelloù
S01:E05

Mikrobiot ar bouzelloù

Hiziv e vo beajet en hor c’horf evit dizoleiñ ur bed dianavezet: mikrobiot ar bouzelloù. Graet e vo anaoudegezh gant an organismoù a vez kavet en hor bouzelloù, gwelet e vo da betra e servijont ha roet vo alioù evit ober war o zro! Gwirioù, tonioù: Hey Ma gant Scott Nice (CC BY NC SA) Adventure, Darling gant Gillicuddy (CC BY NC) The Fair gant Livio Amato (CC BY NC SA) Boy in a field gant Kevin Bryce (CC BY NC SA)

Ar razh-goz noazh
S01:E04

Ar razh-goz noazh

Hiziv ‘vo graet anaoudegezh gant ul loen droch: ar razh-goz noazh. Ur c’hrigner hag a vev pell e-keñver ar c’hrignerien all. Met iskis eo evit abegoù all c’hoazh. Gwirioù, tonioù: Hey Ma gant Scott Nice (CC BY NC SA) https://www.youtube.com/watch?v=e3_UejmrTk0 eus ar pennad skiantel skrivet gant Barker et al. (2021) Dancing Africa gant Asian Women on the Telephone (CC BY NC) Boy in a field gant Kevin Bryce (CC BY NC SA) Own the rain gant Kevin Bryce (CC BY NC SA) Long story gant Sergey Cheremisinov (CC BY NC) Release (instrumental version) gant Josh Woodward (CC BY)

Beaj ar Beagle
S01:E03

Beaj ar Beagle

Un abadenn hiziv gouestlet da beaj ar Beagle, ur vag hag he deus cheñchet hor mod deomp da sellet ouzh an natur. War he bourzh e oa ur skiantour mil vrudet: Charles Darwin. Prest oc’h da lestriñ?

Gwezenn ar vuhez
S01:E02

Gwezenn ar vuhez

Petra eo gwezenn ar vuhez? Penaos eo renket an holl organegoù, an holl bodoù bev? Dizoloet e vo er rann-mañ! Gwirioù, tonioù: Hey Ma gant Scott Nice (CC BY NC SA) The Signals by Sergey Cheremisinov (CC BY NC) On Shore by Sergey Cheremisinov (CC BY NC) Playing in the branches by Redder01 (CC-BY-NC) Curves by Jahzzar (CC-BY-SA) Surge and Swell by Pictures of the Floating World (CC BY NC SA) On The Clock by Pictures of the Floating World (CC BY NC SA) Clouds by Sergey Cheremisinov (CC BY-NC)

Ar plankton
S01:E01

Ar plankton

Petra eo ar plankton? Deuit war va lec’h evit dizoleiñ ar bed-mañ.