Deus ar gerioù an hini eo ‘vo kontet deoc’h hiziv. Ganto e c’hellomp sevel frazennoù ha lâret ar pezh a fell deomp lâret. Bamus eo, en ur mod : gall’ reomp komz deus an amzer, deus an amzer da zont, deus traoù ha n’eus ket deuzouto memes, ha me oar me. Kemend-all a draoù evel zo moaien d’ober gant ar gerioù ! Ha padal n’eus ket miliardoù anezho. Un tammig muioc’h ’vit 20 mil ger zo war geriadur an Here evit ar brezhoneg. War ar pemdez, ‘vez ket implijet muioc’h ‘vit 8000. Pezh zo, ar gerioù a c’hell kaout meur a ster. Hervez ar gerioù all er frazenn vez komprenet pe choazet ster ur ger. Eus an dra-se vez graet “ereadurezh” pe “sintaks”.
Met eus pelec’h ’teu an ereadurezh ? Ijinet eo bet gant an Den ? Pe loened ’zo zo gouest sevel frazennoù ivez ?
Sonioù, tonioù implijet
Mammennoù