Eeus ar gerioù an hini eo vo kontet deoc'h hiziv.
Ganto e c'hellomp sevel frazennoù ha lâret ar pezh a fell deomp lâret.
Bammus eo, en ur mod :
gall' reomp komz deus an amzer, deus an amzer da zont,
deus traoù ha n'eus ket deuzouto memes, ha me oar me.
Kemend-all a draoù evel zo moiaen d'ober gant ar gerioù !
Ha padal n'eus ket miliardoù anezho.
Un tammig muioc'h 'vit 20 mil ger zo war geriadur an Here evit ar brezhoneg.
War ar pemdez, 'vez ket implijet muioc'h 'vit 8000.
Pezh zo, ar gerioù a c'hell kaout meur a ster.
Hervez ar gerioù all er frazenn vez komprenet pe choazet ster ur ger.
Eus an dra-se vez graet "ereadurezh" pe "sintaks".
Met eus pelec'h 'teu an ereadurezh ?
Ijinet eo bet gant an Den ?
Pe loened 'zo zo gouest sevel frazennoù ivez ?
Diskouezet zo bet gant un nebeud studiadennoù e c'hell loened zo
lakaat gerioù asambles evit sevel frazennoù.
Pe lakaat sonioù asambles kentoc'h.
Pezh 'vez anvet "unvezh mouezhel" (unité vocale e galleg).
Ha pa gomzan eus loened eo kentoc'h deus marmoused zo kaoz, pe primated dre just.
Da skouer zo ur spesad, anvet Cercopithecus nictitans
(ur marmous gant ur fri gwenn), zo gouest da lâret 2 c'her
pa vez un dra bennak dic'hortoz.
An dra-se vez klevet dreist-holl pa vez ul loupard o tont.
hag ar son-se a vez laosket kentoc'h pa vez un egl nepel.
Gall' ra an huchadennoù-se reiñ un tammig aon d'al loupard pe d'an egl,
met dreist-holl 'vez roet da c'hoût d'ar strollad zo ur preizher.
Pa vez huchet an 2 asambles 'at, da skouer ur "pyow" ha meur a "hack"
vez splannoc'h respont ar strollad : mont a reont kuit diouzhtu war-lerc'h.
Amañ neuze "Pyow" a dalv "loupard", "hack" a dalv "egl"
ha "pyow hack hack" a dalv "mont a reomp kuit".
Ur ster nevez zo gant ur sekañs gerioù.
Gant ar marmoused bras, 'giz ar bonoboed, zo traoù heñvel :
komz a reont pa gavont boued, ha deus pegen mat,
pegen dibar eo ar boued 'vez an huchadennoù
Studiet eo bet an huchadennoù-se gant Zanna Clay ha Klaus Zuberbühler,
hag embannet eo bet an disoc'hoù war ur pennad er journal skiantel PLoS One e 2011.
Enrollet zo bet ganto bonoboed o doa kavet avaloù.
Pe bonoboed o doa kavet kiwioù.
Dav eo goût : kavout a reont kalz gwelloc'h ar c'hiwioù.
Ne reont ket ar memes huchadennoù neuze : uheloc'h eo pa gavont kiwioù.
Pezh zo bet graet gant an enrolladennoù-se, 'oa lakaat bonoboed all da glevet anezho.
Boaziet 'oa bet ar bonoboed-se da gavout kiwioù en ul lec'h,
hag avaloù en ul lec'h all.
Ha petra a c'hoarveze gant enrolladenn ur bonobo o kavout kiwioù ?
Ar bonoboed a glaske boued kentoc'h e lec'h ar c'hiwioù.
Hag ar c'hontrol gant an enrolladenn all, enrolladenn an avaloù.
Ar marmoused a glaske kentoc'h e lec'h an avaloù.
Da lâret eo, ar sekañsoù huchadennoù a dalv un dra bennak resis evit ar bonoboed.
Liammet eo sekañs-mañ-sekañs deus ur ster (kiwioù pe avaloù),
pe da nebeutañ deus un emzalc'h (klask e lec'h-mañ-lec'h).
Met e gwirionez gant an enklask-mañ eo diaes goût penaos 'vez komprenet an enrolladennoù gant ar marmoused.
Hag ur ster zo d'ar sekañsoù huchadennoù ?
Peotramant vez ket klevet gant ar bonoboed 'met an uhelder da skouer ?
Ur studiadenn nevez embannet a ro respontoù.
Gant marmoused all ar wech-mañ: gant chimpazeed.
Embannet eo bet e miz Mae 2023 er journal Nature Communications gant ur skipailh eus bro Suis.
Goût a ouzomp vez implijet gerioù ispisial gant ar chimpanzeed.
Gerioù 'giz "huu" pa vezont souezhet pe p'o dez aon.
Un alarm eo en ur mod.
Ur galv all zo, "waa", a vez implijet e meur a zegouez.
Da skouer e-kerzh ar chase pe pa vez gwelet ur preizher.
Merzet 'zo bet ivez e vez bodet an daou c'her a-wechoù.
Hag an dra-se a c'hoarvez pa vez gwelet un naer da skouer.
Ar skipailh en deus divizet labourat war ar gerioù-se, oc'h unan pe lakaet asambles.
Un taol arnod kentañ zo bet graet.
Lakaet zo bet un naer plouzet, ur serpant plouzet, e-kichen ur strollad chimpazeed.
Un tamm spontet vezont dirak ar serpanted,
ha dreist-holl e klaskont goût pelec'h emaint 'vit nompas kerzhout warno.
Ganto zo bet huchet diouzhtu "huu" pe "huu-waa".
Evit klask kompren an diforc'h etre ar gerioù-se lakaet asambles pe pas,
zo bet graet un taol esae all.
Un taol-esae gant un uhelgomzer.
Lakaet zo bet da baseal ar gerioù, oc'h unan pe asambles.
Dre vras, ne c'hoarveze ket kalz traoù gant ar gerioù oc'h unan.
Er c'hontrol, gant
hep gortoz, ha sellet o deus deuzoutañ e-pad pell.
Da lâret eo e oant strafuilhet.
Un nebeud chimpazeed o deus krapet er gwez memes,
evit chom pell deus ar pezh a vefe ur serpant
met 'vit gwelet anezhañ memes tra.
O respont a oa kreñvoc'h neuze.
Un trede ster a sav diwar an 2 c'her lakaet asambles.
N'haller ket goût petra sifini dre-just ar galv.
N'eus nemet martezeadennoù :
marteze 'vez kreñvaet ar "huu" gant ar "waa",
evit lâret "dañjer bras" e plas "dañjer" nemetken.
Pe mod-all vez liammet an 2 evit lâret "dañjer", "deuit amañ diouzhtu"
Ret 'vo sevel studiadennoù all evit kompren un tamm muioc'h yezh ar chimpazeed.
Pezh zo sur : un doare ereadurezh pe sintaks, vez implijet gant ar chimpanzeed.
Gouest int da implijout traoù heñvel deus hor gerioù deomp-ni.
Gerioù zo dezho ur ster disheñvel pa vezont lakaet asambles gant gerioù all.
An dra-se a dalv vez kavet ereadurezh gant hor c'hendirvi dostañ, ar chimpazeed. Sur a-walc'h e oa deuzouti ivez gant ar gourdad boutin deomp (notre ancêtre commun)
a oa war an douar tro 10 milion a vloavezhioù zo.
En ur genderc'hel da studiañ gerioù ar marmoused e vo komprenet gwelloc'h, a dra sur,