Kendalc’het ‘vo hiziv gant hon heuliad diwar-benn an ADN. Gant ar rann gentañ hor boa komzet eus ar volekulenn-mañ, evit pezh a sell ouzh ar gimiezh. Cheñchet hor boa sell, gant ar rann ziwezhañ, evit sellout ouzh traoù brasoc’h, traoù a c’haller gwelet gant an daoulagad. Komzet hor boa eus an herezh, ar perzhioù a vez treuzkaset a rummad da rummad.
Petra a c’hoarvez etre an daou ? An dra-se a vo sujed ar rann-mañ. Komzet vo eus teorienn diazez ar vevoniezh volekulel. (ha klevout a rit n’eo ket dav derc’hel soñj eus an anv luziet-mañ 😅)
Gwirioù, tonioù implijet: