Brav ha bev

Brav ha bev@brav_ha_bev

3 followers
Follow
Brav ha bev
Hiziv vo kontet eus ul loen a oa e Brest betek miz Here 2023. Ral eo gwelet loened eus ar spesad-mañ, rak en arvar da vervel emaint. N'eus ket muioc'h 'vit pevar loen e akwariomoù Europa a-bezh. Lakaet vo ar gaoz war ar begoù-heskenn, pe ar pesked-heskenn : les poissons-scies. 🐟
Beg-heskenn Oceanopolis
S01:E35
Beg-heskenn Oceanopolis
Brav ha bev
Hiziv vo kontet eus plant. Eus ar plant vez kavet war an douar, ha eus ar re vez kavet er mor ivez, ar bezhin. Ha graet e vo un tamm beaj en amzer dremenet ivez, pell pell zo, evit klask orin ar pellenañ. Prest oc'h ? Deomp dezhi !
Ar pollenañ er mor
S01:E32
Ar pollenañ er mor
Brav ha bev
Deus ar gerioù 'vo kontet deoc'h hiziv. Ganto e c'hellomp sevel frazennoù ha lâret ar pezh a fell deomp lâret.

Bamus eo : gall' reomp komz deus an amzer, deus traoù ha n'eus ket deuzouto memes, ha me oar me. Ha padal n'eus ket miliardoù anezho. Ar gerioù a c'hell kaout meur a ster. Hervez ar gerioù all er frazenn vez komprenet pe choazet ster ur ger.

Eus an dra-se vez graet "ereadurezh" pe "sintaks". Met eus pelec'h 'teu an ereadurezh ?
Ar marmouzed hag an ereadurezh
S01:E30
Ar marmouzed hag an ereadurezh
Brav ha bev
Kontet 'vo eus loened a zo mil anavezet hiziv. N'int ket bihan-bihan, n'int ket dreistloened kennebeut. Ha padal o deus "kolonizet" ar bed a-bezh, gant hor sikour deomp-ni a-hed ar c'hantvedoù.
Safaret 'vo eus an ezen !
An ezen
S01:E28
An ezen
Brav ha bev
Gant an div gronikenn ziwezhañ 'oamp komañset da gontañ eus ar virusoù. Gwelet hon eus petra int ha goude-se zo bet kontet istorioù diwar o fenn : ar virusoù ramzel, ar virusoù eñfektet gant virusoù all ha kement zo. Tamm-ha-tamm hon eus komprenet zo liammoù a bep seurt etre ar virusoù hag an organismoù all.

Hiziv 'vo safaret eus an dra-se just a-walc'h : safaret 'vo eus plas ar virusoù en ekosistemoù.
Ar virusoù 3/3
S01:E27
Ar virusoù 3/3
Brav ha bev
Goude bezañ komzet eus ar virusoù dre vras er rann ziwezhañ, vo kontet deoc'h 2 istor diwar o fenn hiziv. Safaret 'vo eus ar virusoù ramzel da gentañ, ha goude-se vo graet anaoudegezh gant an debrerien virusoù.
Ar virusoù 2/3
S01:E26
Ar virusoù 2/3
Brav ha bev
Hiziv 'vo kontet eus traoù ha n'int ket toutafed bev, met n'int ket toutafed marv kennebeut. Bihan int, met a-wechoù vez kavet lod hag a zo brasoc'h, ramzel memes ! Reuz zo ganto abaoe tri bloaz 'so. Kavet ho peus ? Safaret 'vo eus ar viruzoù ! 🦠
Ar virusoù 1/3
S01:E25
Ar virusoù 1/3
Brav ha bev
Er gronikenn ziwezhañ hor boa lakaet ar gaoz war an antibiotikoù. Penaos eo bet lakaet war wel an hini kentañ, ha penaos vezont implijet hiziv-an-deiz. Hiziv e kinnigan deoc'h kenderc'hel gant ar sujed-mañ ha komz deus an antibioresistañs. Bec'h dezhi !
An antibioresistañs 2/2
S01:E24
An antibioresistañs 2/2
Brav ha bev
Hiziv e kinnigan deoc'h kontañ deus traoù munut ha deus traoù bras-bras, deus traoù kozh ha deus traoù a-vremañ. Safaret 'vo eus baktiri ha deus ar bed a-bezh ivez. Al liamm zo etre an 2 eo an antibioresistañs, un doare redadeg zo gant ar baktiri hag al louzoù a c'hellomp produiñ, an antibiotikoù. Div gronikenn 'vo war ar sujed-mañ, ha ni zo o vont da gregiñ e-barzh gant un istor, un istor zo c'hoarvezet tost 100 vloaz zo, e 1928…
Brav ha bev
Pell zo n'em eus ket fardet deoc'h ur gronikenn "deorikel'. Graet hon eus anaoudegezh gant kalz boudoù bev met abaoe pell zo n'em eus ket safaret eus teoriennoù pe eus traoù difetis.

Hiziv 'vo klasket kempouez an traoù. Kontet 'vo eus ur vartezeadenn. Er gronikenn-mañ 'vo kontet eus ur rouanez hag eus Lewis Caroll (skrivagner al levr mil anavezet "Troioù-kaer Alis e bro ar marzhoù) hag eus ur redadeg. Kement tra a zo liammet ouzh ur vartezeadenn neuze : martezeadenn ar Rouanez ruz.
Martezeadenn ar Rouanez ruz
S01:E21
Martezeadenn ar Rouanez ruz
Brav ha bev
An distro eo ! Evit adkregiñ ganti e vo graet anaoudegezh gant akarianed ispisial, anvet demodeksed, pe e latin *Demodex folliculorum*.

Evit ar c'houlzad-mañ, eil koulzad Brav a bev, 'vo klasket liammañ ar gronikenn gant studiadennoù nevez embannet. Hiziv vo kaoz eus *Human Follicular Mites: Ectoparasites Becoming Symbionts*, gant Smith et al (2022).

Deomp dezhi neuze ! 🐛
An demodeksed
S01:E18
An demodeksed
Brav ha bev
Hiziv vo splujet e-barzh ar mor evit ober anaoudegez gant loened a vez kavet en holl vorioù. Stumm ur voulenn o deus, gant kalz a zrein pe bikoù. Kavet ho peus petra eo?

Cheñch a ra o anv deus un eil bro d'eben e gwirionez: heureuchined-mor, pe teureuged-mor, pe uioù-keureug, pe c'hoazh kistin-mor.

Komzet 'vo eus an heureuchined-mor neuze!
An heureuchined-mor (1/2)
S01:E12
An heureuchined-mor (1/2)
Brav ha bev
Un abadenn hiziv gouestlet da beaj ar Beagle, ur vag hag he deus cheñchet hor mod deomp da sellet ouzh an natur. War he bourzh e oa ur skiantour mil vrudet: Charles Darwin. Prest oc’h da lestriñ?
Beaj ar Beagle
S01:E03
Beaj ar Beagle
Brav ha bev
Kendalc'het 'vo hiziv gant hon heuliad diwar-benn an ADN. Gant ar gronikenn ziwezhañ hor boa graet un tamm tro en amzer dremenet evit gouzout penaos eo bet lakaet war-wel gant ar skiantourien ha skiantourezed.

Ha hiziv neuze e vo komzet eus talvoudegezh an ADN. Da betra 'servij an ADN?

Bec'h dezhi!
An ADN (2): an herezh
S01:E10
An ADN (2): an herezh
Brav ha bev
Hiziv e vo lakaet ar gaoz war ar boued lakaet e go. Bara, bier, laezh ribod… Kalz boued ‘vez fardet gras d’ar go. Met penaos ez a en-dro? Desket e vo an dra-se er gronikenn-mañ ha kendalc’het e vo er rann a zeu!
Ar go (1/2)
S01:E06
Ar go (1/2)
Brav ha bev
Hiziv e kinnigan deoc'h ober ur splujadenn e-barzh ar mor, ur wech ouzhpenn. Ret e vo splujañ betek strad ar mor, ha sellet pizh, rak al loened a vo safaret deuzouto zo diaes da welet. Hiziv vo klasket gwelet morgizhier, hag a zo anvet ivez poched-an-toer pe souaeed, diouzh al lec'h.

Gwiskit ho maskl splujañ, ha lunedoù ouzhpenn marteze, ha bec'h dezhi! 🐙
Ar morgizhier
S01:E15
Ar morgizhier
Brav ha bev
Gant ar gronikenn "Brav ha bev" eo bet lakaet ar gaoz war ar boudoù bev. Komzet em eus un tammig diwar-benn an istor ivez, istor ar vevoniezh gant Darwin hag e veaj war bourz ar Beagle.

Hiziv e vo komzet eus ur vrikenn a vez kavet gant an holl voudoù bev: an ADN. Kalz traoù zo da lâret diwar-benn ar volekulenn-mañ, hag an dra-se zo kaoz e vo graet un heuliad kronikennoù. Hiziv vo komañset gant an diazez: ar gimiezh ha penaos eo bet lakaet war wel an ADN.

Deomp dezhi!
An ADN (1)
S01:E09
An ADN (1)
Brav ha bev
Er gronikenn Brav ha Bev hon eus graet anaoudegezh gant 2 loen a zo un tamm dibar. An tardigraded, bihan tout met kreñv-bominabl. Hag ar razhed-goz noazh, un doare logod hag a vev e koloniennoù hag e-pad pell.

Hiziv vo komzet eus unan eus loened drolañ, iskisañ zo er bed: an ornitorinked!
An ornitorinked
S01:E14
An ornitorinked