Trouz a-bep seurt zo en natur.
Un efed a ra an trouz d'ar boudoù bev, d'an organismoù.
Al lapoused a selaou lapoused all.
Ar bronneged, les mammifères, a implij kalz a sonioù ivez.
An amprevaned ivez.
Hiziv ne vo ket kontet eus ar re-se.
Kontet vo deus ar plant hag an efed 'neus an trouz warno.
Ar sujed-se n'eo ket anavezet kement-all, met kalzik a studiadennoù a zo bet kaset da-benn memestra.
Ne gomzan ket amañ eus efed ar sonerezh, met kentoc'h eus efed ar sonioù, an trouz.
Traoù un tammig iskis a c'heller kavout diwar-benn efed ar sonerezh war ar plant, met din-me n'int ket gwall skiantel.
Da lâret eo, an traoù-se n'int ket bet kadarnaet gant kalz skipailhoù.
Komañsomp gant trouz simpl neuze, evel hemañ.
Plijus, 'gav ket deoc'h ?
Lakaet zo bet plantennoù 'giz tomatez da glevet ar son-mañ e-pad 3 eur, bep eil devezh.
Ar skipailh 'n deus bet ar mennozh-se 'n deus muzuliet ur c'hresk a 13% en eostad.
Ha gwelloc'h c'hoazh 'oa evit ar c'hoñkombrez.
Diaes 'vefe lakaat an dra-se e pleustr er parkeier 'vat, ken trouzus evel ma 'vefe !
Taolioù esae all a zo bet.
Da skouer, kavet zo bet e tiwan gwelloc'h ar maiz gant sonioù "gwenn", giz-se.
pe gant ur son izel-tre, 'giz hemañ.
Gant ar sonioù-se neuze zo muioc'h a c'hreun a ziwan, e-tro 10% muioc'h memes tra, n'eo ket dister.
Penaos e ya en-dro ?
Gwir eo n'eus ket bet kavet skouarnioù gant ar plant.
Luziet-kenañ eo ar mont en-dro, n'eo ket sklaer evit poent.
Hervez ar skipailhoù zo o labourat war an dra-se, pep tra a teu deus moger ar c'helligoù da gentañ, la paroi cellulaire.
Gant an trouz, ar voger a fiñv un tammig bihan.
Kannaded a zo en holl gelligoù.
Kannaded zo a lâr eo tomm, reoù all a lâr zo gwask war ar c'hellig…
Ha moarvat zo kannaded a zo gouest da lâret en deus fiñvet ar voger.
Ar re-se a galv kannaded all, hag a-benn ar fin 'vez cheñchet kementad protein-mañ-protein.
Ha hervez live ar proteinoù e cheñch emzalc'h ar c'hellig, ha neuze emzalc'h ar plant.
'Giz m'ho peus komprenet, luziet-kenañ eo an afer ha n'eo ket echu an enklaskoù !
Perak 'ta e c'hell ar plant klevet o endro ?
Sonioù zo, trouz zo, a zo mat dezho da glevet.
Pa n'haller ket fiñval, mat eo bezañ gouest da c'hoût penaos emañ an traoù tro-war-dro.
Goût pegoulz zo dour gant trouz ar glav, pe c'hoazh klevet trouz al loened da skouer.
Just a-walc'h, diskouezet zo bet eo gouest ur spesad, Arabidopsis taliana, da anavezout trouz ur viskoulenn o tebriñ e zelioù.
An dra-se zo un tammig e-giz ASMR evidomp, trouz plijus.
Met evit ar plant eo un alarm a lâr dezho eo ret en em zifenn !
Ha setu giz-se pa glev ar plant-se un trouz e-giz-se e produont molekulennoù a zo fall evit ar biskoul.
Ur studiadenn all 'n deus diskouezet un dra all.
Emaoc'h o paouez klevet un wenanenn o nijal.
Emañ o klask nektar ur fleurenn.
Just a-walc'h, unan zo aze, ur fleurenn eus familh an Oenothera.
Pal ar fleurenn eo desachañ ar wenanenn evit kaout pollen fleurioù all, ha strujañ war-lerc'h.
Kinnig a ra d'ar wenanenn nektar neuze.
An dra-se zo en natur.
E arnodva ur skipailh skiantel, n'eo ket tre ar memes tra.
N'eus gwenanenn ebet met un uhelgomzer kentoc'h.
Ha gant ar son-se dre an uhelgomzer.
Ar skipailh 'n deus kavet e oa muioc'h a sukr 'barzh an nektar, diouzhtu war-lerc'h ar son.
Klasket o deus gant ar son-mañ ivez.
Memes tra, kalz sukr en nektar.
Ar fleur a zo gouest da respont d'ar gwenan neuze !
Hag evit echuiñ vo lakaet ar gaoz war ur studiadenn embannet e fin miz Meurzh 2023.
Ar studiadenn-se a ziskouez e vefe gouest ar plant, ouzhpenn klevet trouz, met ivez produiñ trouz !
Ar skipailh en deus lakaet butun ha tomatez (ar plant) dindan mikroioù.
Mikroioù ultrason, evit enrollañ un trouz n'omp ket gouest da glevet, ken uhel eo.
Enrollet o deus plant yac'h, ha plant lakaet bec'h warno :
plant gant delioù troc'het, pe hep dour da skouer.
Ha klevet vez an difoc'h !
'maomp o paouez klevet enrolladenn ur blantenn bec'h warni.
Cheñchet eo bet an enrolladenn evit d'an den bezañ gouest da glevet an traoù :
izelaet eo bet ar son, ha buanaet ivez.
Dre vras ar plant bec'h warno o deus produet betek 50 klik bep eurvezh, ha kalz nebeutoc'h a oa gant ar plant yac'h.
Ar pezh a c'hoarvez moarvat eo klogorennoù aer 'barzh ar plant, a darzh.
Ha muioc'h a zo pa vez lakaet ur blantenn diaes.
N'eo ket sur tamm ebet e c'hell div blantenn kichen-ha-kichen komz e-giz-se, met organismoù all a vefe gouest da glevet 'vat.
Amprevaned zo a c'hellfe klevet seurt trouz da skouer ha kompren n'eo ket yac'h ur blantenn,
pe n'eo ket yac'h a-walc'h evit dozviñ vioù atav.
Ha ganeomp-ni e c'hellfe bezañ klevet ivez,
pe kentoc'h gant labourerien douar ekipet mat, a fellfe dezho dourañ o flant
pa vez ezhomm hepken evit espern dour.
Hiziv hon eus klevet bed ar plant.
Peogwir ne weler ket o divskouarn n'eo ket bet studiet kalz
efed ar sonioù, an trouz, warno.
Cheñch a ra an traoù bremañ, ar sell deus ar plant 'neus cheñchet abaoe un nebeud bloavezhioù.
Birvilh 'zo er bed skiantel memes evit kompren muioc'h an organismoù-se,