Al laboused mor
S01:E17

Al laboused mor

ā€¢

Episode description

Deomp war vord ar mor! Graet e vo gant ho tivskouarn evit anavezout al laboused-mor. Ha klask a raimp ober anaoudegezh gant ar re-se ā€™vel-just! šŸ¤šŸŒŠ


GwirioĆ¹ (kalz a zo, trugarez dā€™ar re a laka o labour dindan aotre Creative commons!):

Sonerezh

KanoĆ¹, kriadennoĆ¹ al laboused (war xeno-canto.org)

ļæ½Download transcript (.srt)
0:09

Deomp war vord ar mor !

0:11

Graet e vo gant ho tivskouarn evit anavezout al laboused-mor.

0:15

Ha klask a raimp ober anaoudegezh gant ar re-se 'vel-just.

0:19

Prest oc'h, ho kevellunedennoĆ¹, ho "jumelloĆ¹" 'peus kaset ganeoc'h ?

0:24

Bec'h dezhi!

0:36

Al laboused emaomp o paouez klevout a zo gouelini gris.

0:40

Ar re stankaƱ e Breizh.

0:42

Ha gwelet ho peus anezho dija emichaƱs : bras a-walc'h int

0:46

ha gris-sklaer eo o c'hein hag o divaskell.

0:49

Peurrest o c'horf zo gwenn, war-bouez o beg, a zo melen ha ruz ha penn o divaskell ivez, a zo du.

1:00

A-wechoĆ¹ 'vez gwelet gouelini rouz, tarchoĆ¹ war o c'horre, teƱvaloc'h o fluƱv.

1:05

A re-se eo ar re yaouank.

1:08

Hag e rankont gortoz 4 bloaz 'vit dont en oad.

1:12

E-kerzh ar 4 bloaz-se 'vez kollet o fluƱv ganto meur a wech, 'pad ar goaƱv kentoc'h.

1:17

Ar re yaouank ne huchont ket evel ar re vras, skiltroc'h eo.

1:26

Pa vez klevet ar galv-se, an dra-se lĆ¢r deoc'h emaƱ tad ha mamm ar gouelan yaouank o tont, diwallitĀ !

1:40

Ar re vras, just a-walc'h, a zo gouest da gaozeal etrezo ivez.

1:44

Pegen trouzus eo ar gouelini gris !

1:48

Pa vezont o nijal 'vez klevet an trouz-maƱ ganto.

1:55

War an douar pe war-c'horre an toennoĆ¹ e huchont er mod-se.

2:06

Ha marteze an trouz anavezet ar muiaƱ, a ro da c'hoƻt omp degouezhet war an aod : ar galv hir.

2:31

Kalz gouelini all a zo !

2:33

Gwelet ho peus dija gouelini bras moarvat : les goƩlands marins.

2:38

Evel 'vez komprenet diwar o anv, eo ar re-maƱ brasoc'h evit ar gouelini gris.

2:43

Ha brasoc'h evit ar gouelini all zoken.

2:47

DisheƱvel int ivez peogwir eo du o c'hein hag o divaskell.

2:52

A-wechoĆ¹ em eus bet klevet e teu ar gouelini gris da vezaƱ du pa teuont kozh.

2:57

CheƱch a reont liv pa vezont yaouank, marteze e cheƱchfent liv pa vefent kozh ivez.

3:03

Met n'eo ket gwir, ur spesad all eo.

3:06

Ha klevet 'vez an diferaƱs ivez !

3:08

Izeloc'h, donoc'h eo o c'hriadenn.

3:12

Gallout a reer keƱveriaƱ an daoĆ¹ aze.

3:18

KreƱvoc'h e c'hell bezaƱ c'hoazh.

3:39

Er memes familh, familh al Laridae, 'vez kavet laboused all, ar re 'vez anvet "des mouettes" e galleg.

3:46

Met luzietoc'h eo an traoĆ¹, bez' eus "des mouettes" a zo tostoc'h ouzh gouelini hag ar c'hontrol.

3:53

Ne vez ket graet kement-se an diferaƱs e brezhoneg.

3:57

Ha setu 'giz-se 'vez graet "ar gouelanig maskl du" eus ar "mouette rieuse".

4:03

Gwelet 'vez anezho kalz, ha klevet 'vezont ivez.

4:10

Bihanoc'h int evit ar gouelini gris.

4:13

Ar memes liv zo war o divaskell met du eo o fenn, evel ho peus divinet gant o anv marteze.

4:20

E gwirionez eo du o fenn e-pad an haƱv, met kollet 'vez al liv-se 'pad ar goaƱv.

4:26

Ne chom nemet daou darch ken, daou bik du.

4:31

Sevel a reont o neizhoĆ¹ e koloniennoĆ¹, hag a c'hell bodaƱ muioc'h evit 1000 kouplad.

4:38

Trouzus a-walc'h e c'hell bezaƱā€¦

5:03

Mat, cheƱchomp familh bremaƱ.

5:06

'Barzh familh ar Sulidae em eus c'hoant da gaoutā€¦ ar morskouled !

5:11

Goƻt a rit, al laboused bras, pluƱv gwenn dezho, gant ur choug melen.

5:18

BevaƱ a reont kentoc'h e-kreiz ar mor met neizhiaƱ a reont tost a-walc'h eus an douar.

5:24

E Breizh ne vezont ket kavet 'met en ul lec'h : ar Jentilez (pe "les 7 Ć®les" e galleg), 'ba AodoĆ¹ an Arvor.

5:32

Dre ma ne blij ket dezho nijal a-us d'an douar, ne vezont ket gwelet kalz,

5:37

nemet war aod hanternoz Breizh neuze.

5:41

O doare da besketa zo bamus.

5:44

SplujaƱ a reont a-big d'an traoƱ, a-wechoĆ¹ 30 metrad a-us d'ar mor.

5:49

Mont a reont buan-tre er mod-se, kement hag o deus awenet ijinourienĀ·ezed ar c'harr-nij "le Concorde".

5:56

SoƱjit 'ta !

6:00

BevaƱ a reont e koupladoĆ¹, o buhez pad, hag e-barzh koloniennoĆ¹ ivez, ken trouzus all.

6:07

Hag ur spesad all evit echuiƱ, eus ur familh all c'hoazh, familh an Alcidea :

6:36

ar poc'haned boutin, le macareux moine.

6:39

Moaien zo da welet anezho er Jentilez ivez, hag e lec'h all evel enez Eusa.

6:45

Bihan int, ken bras hag ur pichon, un tamm bravoc'h 'vito a gavan avat.

6:51

Ar pezh zo dibar ganto eo o beg bras ha livet-kaer, a servij dezho evit pesketa.

6:58

A-bep seurt pesked vez debret ganto, goude bezaƱ pesketaet a-stroll 'barzh ar mor.

7:04

Hag ar re-se a oar neuial mat-tre !

7:08

N'eo ket ken liesseurt ha se o c'hanioĆ¹, e-kichen al laboused all, ne reont nemet galvoĆ¹, un tamm trist, klemmus.

7:24

E-touez an holl spesadoĆ¹ am eus safaret deuzouto n'eus nemet ar poc'haned a zo en arvar, en daƱjer.

7:31

Re alies 'vezont tapet gant rouedoĆ¹ ar besketerien,

7:35

hag ouzhpenn da se ez eus nebeutoc'h-nebeutaƱ a voued 'barzh ar mor evito.

7:40

Deuet int da vezaƱ un arouez, ur simbol eus gwareziƱ al laboused ha gwareziƱ an natur dre vras.

7:46

Ha just a-walc'h, ur poc'han zo war banniel al LPO, la ligue pour la protection des oiseaux.

8:02

Gant an dra-se vo klozet hor pourmennadenn war an aod.

8:06

EmichaƱs, pa vioc'h war vord ar mor, ho po tro da welet ha da glevet

8:12

gouelini, goulaniged, morskouled, poc'haned ha kement zo,

8:16

8:16