Medalennoù ar CNRS
S01:E34

Medalennoù ar CNRS

Episode description

Download transcript (.srt)
0:10

Hiziv vo lakaet war wel div vaouez er bed skiantel

0:13

o deus graet ul labour ken mat ken zo bet roet dezho medalennoù gant ar CNRS.

0:20

Bep bloaz vez roet gant ar CNRS, kreizenn vroadel an enklask skiantel, medalennoù d'he implijidi.

0:28

Meur a rummad zo : ar vedalenn aour, n'eus nemet 1 bep bloaz,

0:33

a vez roet d'un den en deus meritet anezhi 'blam d'al labour graet a-hed e vuhez.

0:39

Medalennoù argant hag arem a zo ivez,

0:42

asambles gant medalennoù an traoù nevez, pe inovation,

0:46

ha medalennoù kristal, a vez roet d'an ijinourien/ijinourezed,

0:50

teknikourien/teknikourezed hag all hag all.

0:54

Evit ar gronikenn-mañ em eus bet c'hoant da lakaat war wel 2 vaouez,

0:58

ha kroget 'vo gant unan zo o labourat e Breizh !

1:13

Claire Hellio he deus bet medalenn an traoù nevez, pe medalenn an nevezadur.

1:19

Ganet eo bet e Konk-Kerne hag emañ o labourat bremañ e skolveur Brest.

1:25

Goude bezañ studiet ar vevoniezh, pe bioloji m'ho peus c'hoant,

1:29

ha tapet ur Maîtrise e bevoniezh poblañsoù ar mor,

1:33

he doa graet un dezenn e Konk-Kerne, lec'h ma oa deuet da vezañ arbennikaet war

1:38

an doare da gavout molekulennoù interesant diwar ar bezhin.

1:47

Hiziv an deiz eo renerez ur savenn pe un doare laboratouer,

1:52

a zo gouest da sikour laboratoueroù all pe embregerezhioù.

1:56

Gouest eo ar savenn da reiñ d'ar re-se molekulennoù a-bep seurt,

2:01

pe aliañ anezho evit kavout molekulennoù nevez a vefe interesant.

2:07

Ha kement-all e tachennoù liesseurt-kenañ :

2:10

ar yec'hed, an agroboued, pe c'hoazh ar c'hosmetik.

2:17

Klask a ra Claire Hellio hag he skipailh en ober, en ur doujañ d'an endro.

2:23

Da skouer, an antifouling, da lâret eo gwareziñ kouc'hoù ar bigi,

2:28

les coques des bateaux, deus ar bezhin pe deus boudoù bev all a c'hell en em staliañ.

2:34

Pezh a lak ar bagoù da vont gorrekoc'h.

2:37

Alies 'vez implijet molekulennoù toksek a c'hell' ober droug d'an ekosistem a-bezh.

2:43

Claire Hellio a glask molekulennoù doujusoc'h.

2:47

Gourc'hemennoù dezhi ha d'he skipailh evit ar vedalenn !

3:00

Ha gourc'hemennoù ivez da Sandra Lavorel, a zo ar skiantourez

3:04

zo bet roet dezhi ar vedalenn aour 2023 !

3:09

Ekologourez eo, studiañ a ra an ekosistemoù,

3:12

ha labouret 'deus kalz war servijoù an ekosistemoù, les services écosystémiques.

3:19

Un digarez brav evit lakaat ar gaoz war an dra-se !

3:28

Petra eo servijoù an ekosistemoù neuze ?

3:31

Perzhioù mat an ekosistemoù evit an Den, an hini eo.

3:34

Da skouer : an oksijen zo produet gant ar plant,

3:38

pe pollenañ ar parkeier gant an amprevaned, hag all hag all.

3:43

Evit Sandra Lavorel : « Un ekosistem a c'hell pourchas ar c'hevredigezhioù gant

3:48

boued, danvez tan, dafar, met ivez kempouez an hin en ur stokañ karbon,

3:55

netaat an dour, ober war-dro ar pollenañ…

4:00

Met reiñ a ra ivez perzhioù mat all, e-giz maezioù kaer,

4:04

ur bradenn fleuriset, da skouer, hag an dra-se a ra vad. »

4:09

Ar pezh a ra Sandra Lavorel eo klask kompren penaos ar cheñchamantoù hollek

4:15

degaset gant an den a gemm servijoù an ekosistemoù.

4:20

Diskouzet he deus zo ul liamm etre an droug a reomp d'an endro,

4:24

hag an efedoù 'neus an dra-se war hor c'hevredigezh war-lerc'h.

4:28

Da skouer, cheñchamant an hin, asambles gant cheñchamant ba'n douar,

4:33

o deus un efed war morfologiezh ar plant, ha fiziologiezh ar plant.

4:38

Hag an dra-se a c'hell digresk servijoù an ekosistemoù da heul.

4:46

Evit dont a-benn da sevel seurt liammoù e ranker modelaat, modéliser m'ho peus c'hoant,

4:52

kement tra zo en un ekosistem.

4:55

Gant keneiled dezhi zo bet studiet ekosistemoù en Alpoù :

4:59

da lâret eo « kartennaouiñ, anavezout kement plantenn zo, kement amprevan zo,

5:05

ar servijoù roet d'an Den, pe c'hoazh muzuliañ traoù evel feur ar pollenañ,

5:10

pegen pollenet eo un dachenn.

5:13

Ha goude-se, sevel patromoù diwar ar roadennoù dastumet. »

5:21

Gant ur patrom a ya mat en-dro e c'heller c'hoari gantañ.

5:25

Cheñch un draig, ur parametr, ha gwelet penaos e teu da vezañ an disoc'h.

5:31

Klask gwelet penaos 'vefe a-benn 50 vloaz, da skouer, gant un hin disheñvel.

5:36

Evit bezañ ar resisañ posubl he deus graet, Sandra Lavorel,

5:40

taolioù-esae en Alpoù, ha muzuliet he deus ar parametroù

5:44

gant temperadurioù tommoc'h, pe nebeutoc'h a zour, pe nebeutoc'h a ec'h.

5:51

Ouzhpenn da se eo bet o welet tud, n'eo ket chomet en e laboratouer.

5:56

Bet eo o welet an dud o chom er vro, ha deuet eo a-benn da gompren

6:00

peseurt roll o deus, ar re-se, ivez, en ekosistemoù a-vremañ.

6:05

Pa vez graet enklaskoù ganti e klask lakaat an holl er jeu :

6:09

al labourerien douar, an departamantoù, ar ministrerezh memes, ha kement zo.

6:15

Stalieroù vez aozet evit lakaat an holl da gaozeal asambles.

6:19

Eviti eo ret kaout kement a dud evit bezañ gouest da c'hoût

6:23

penaos implijout an douar hep distruj servijoù an ekosistemoù.

6:29

Darempredoù gant an dud etrezo evit klask adskoulmañ an darempredoù

6:34

etre an dud hag an natur neuze.

6:50

Setu berr-ha-berr poltred 2 skiantourez, zo bet roet dezho ur vedalenn gant ar CNRS ar bloaz-mañ.

6:57

Evel just zo bet medalennoù all, met an re-se a ro spi, me gav.

7:02

Diskouez a ra zo tud, skiantourezed aze, zo vont war-raok, o vountañ harzoù ar gouiziegezhioù.

7:09

Evit kompren gwelloc'h an endro hag ivez

7:12

7:12