Martezeadenn ar Rouanez ruz
S01:E21

Martezeadenn ar Rouanez ruz

Episode description

Pell zo n’em eus ket fardet deoc’h ur gronikenn “deorikel’. Graet hon eus anaoudegezh gant kalz boudoù bev met abaoe pell zo n’em eus ket safaret eus teoriennoù pe eus traoù difetis.

Hiziv ’vo klasket kempouez an traoù. Kontet ’vo eus ur vartezeadenn. Er gronikenn-mañ ’vo kontet eus ur rouanez hag eus Lewis Caroll (skrivagner al levr mil anavezet “Troioù-kaer Alis e bro ar marzhoù) hag eus ur redadeg. Kement tra a zo liammet ouzh ur vartezeadenn neuze : martezeadenn ar rouanez ruz.


Gwirioù, tonioù implijet

Download transcript (.srt)
0:09

Pell zo n'em eus ket fardet deoc'h ur gronikenn deorikel.

0:13

Graet hon eus anaoudegezh gant kalz boudoù bev met abaoe pell zo'meus ket safaret eus teoriennoù pe eus traoù difetis.

0:21

Hiziv 'vo klasket kempouez an traoù.

0:23

Kontet 'vo eus ur vartezeadenn. Un hypothèse m'ho peus c'hoant.

0:27

Er gronikenn-mañ 'vo kontet deus ur rouanez ha deus Lewis Caroll

0:32

(skrivagner al levr mil anavezet "Troioù-kaer Alis e bro ar marzhoù)

0:37

hag eus ur redadeg.

0:38

Kement tra a zo liammet ouzh ur vartezeadenn neuze : martezeadenn ar rouanez ruz.

0:51

Eus pelec'h e teu ar rouanez ruz ?

0:54

Lâret 'meus deoc'h e vo kaoz eus Lewis Caroll.

0:57

Ouzhpenn al levr "Troioù-kaer Alis e bro ar marzhoù" en deus skrivet.

1:01

Unan all zo bet skrivet gantañ a zo anvet "En tu all d'ar melezour", pe "De l'autre côté du miroir" e galleg.

1:08

Da heul "Troioù-kaer Alis" e teu an istor-mañ.

1:19

Kavout a rae Alis hir ec'h amzer du-hont.

1:22

Azezet voe war ur gador-vrec'h er saloñs pa chomas kousket…

1:26

Krog e voe da hunvreal 'barzh un dra iskis evel-just.

1:30

Mont a rae d'an tu all d'ar melezour a voe er saloñs da gavout aze ur bed all, en tu-gin.

1:37

Ober a reas anaoudegezh gant pezhioù echedoù ha dreist holl gant… ar rouanez ruz.

1:42

Hi voe gouest da redek buan-buan !

1:45

Bamet voe Alis, a oa o redek ivez met ne oa ket gouest da vont war-raok, chom a rae memes plas !

1:57

— Feiz… em bro, eme Alis, berr he alan, ma reder buan-buan hag e-pad pell, evel m'hon eus graet,

2:05

ec'h en em gaver en ul lec'h all.

2:08

— Difon eo ho pro, eme ar rouanez.

2:11

Gwelet a rez, amañ e ranker redek ken buan ha ma c'haller evit chom memes plas.

2:17

Ma fell dit mont d'ul lec'h all e rankes redek an hanter buanoc'h d'an nebeutañ !

2:26

Ha setu displeget mat-tre gant ar rouanez ruz, pe Lewis Caroll kentoc'h, ar pezh a c'hoarvezh en natur.

2:33

En ul lodenn eus ar vevoniezh atav (pe bioloji), al lodenn a studi emdroadur ar spesadoù.

2:40

Goût a rit emañ an holl spesadoù oc'h emdreiñ, oc'h evoluiñ ma peus c'hoant.

2:45

Da lâret eo zo cheñchamantoù bihan, dister kazimant, etre pep rummad.

2:51

Met un efed o deus memestra, ha tamm-ha-tamm 'vez dilezet ar boudoù bev gant cheñchamantoù fall,

2:57

ha miret 'vez ar re gant cheñchamantoù mat.

3:08

Petra eo ur cheñchamant mat ?

3:10

Deus an endro 'vez, pe diouzh ar boudoù bev all zo tro-dro.

3:15

Bezañ gouest da redek un tammig buanoc'h da skouer pe da vevañ un ul lec'h zo un tammig tommoc'h.

3:21

Met just a-walc'h, ar boudoù bev all zo tro-dro a zo oc'h emdreiñ ivez.

3:26

Hag e gwirionez emañ an endro o cheñch atav !

3:29

An temperadur, ar c'hementad a oksijen en dour, ar c'hementad a heol zo en ul lec'h bennak, ha me oar me.

3:36

Evel ma vefe ar bed a-bezh o redek a-benn ar fin !

3:40

Setu 'giz-se e ranker redek evit chom da vezañ diouzh ar pezh zo tro-dro.

4:03

Ur skouer bremañ evit diskouez zo eus ar redadeg-se.

4:08

E 2019 ez eus bet embannet ur studiadenn gant daou zoare mikroorganismoù.

4:13

ur vaktirienn, Escherichia coli, hag ur vaktirienn all, Myxococcus xanthus.

4:19

Debret 'vez Escherichia coli gant Myxococcus, ur brezel zo etre an daou neuze.

4:25

Pa vezont lakaet asambles e vez gwelet emdroadurioù eus an daou du.

4:29

Pep rummad zo gwelloc'h 'vit ar rummad a-raok, met ar memes tra a c'hoarvezh gant an enebour !

4:35

N'eus fin ebet neuze, nemet pa ya ur spesad da goll.

4:42

Gwelet 'vez ar memes tra gant loened brasoc'h.

4:45

Ar c'honifled a zo gouest da redek buanoc'h evit al lern, ar re-se n'int ket debret.

4:50

Met goude-se, al lern n'int ket gouest da redek fonnus a-walc'h a ya da goll,

4:55

ha ne chom nemet al lern buanañ !

4:57

Un doare "course à l'armement" eo, bezañ an hini kentañ gant an armoù gwellañ.

5:14

Gras d'ul levr, ul levr evit ar vugale ouzhpenn, hon eus gwelet un dra a-bouez en natur.

5:21

Evit pezh a sell ouzh ar boudoù bev, n'eus netra stabil !

5:24

Pep tra a cheñch, ha dre se eo ret en em brebariñ atav evit en em gannañ gant ar boudoù bev all.

5:32

Evit kenlabourat eo ar memes tra 'vat.

5:35

Gwell eo chom heñvel a-walc'h deus e vignoned.

5:41

5:41