Gwezenn ar vuhez
S01:E02

Gwezenn ar vuhez

Episode description

Petra eo gwezenn ar vuhez? Penaos eo renket an holl organegoù, an holl bodoù bev? Dizoloet e vo er rann-mañ!

Gwirioù, tonioù:

Download transcript (.srt)
0:10

Hiziv e vo krapet gant ur wezenn ispisial : gwezenn ar vuhez.

0:22

Met da gentañ eo dav gouzout pelec'h vez kavet ar wezenn-mañ.

0:27

Implijet e vez gant bevoniourien, pe biologourien ma karit.

0:31

Da lavaret eo, ar skiantourien zo o studiañ ar vuhez dre vras, ar boudoù bev.

0:37

Ul lodenn eus ar re-se a glask renkañ ar boudoù bev.

0:41

Ha c'hwi welo, ur sapre labour eo an dra-se !

0:45

Filogeniezh vez graet eus al labour se, pe phylogénie e galleg.

0:49

Dont a ra eus "phylo" a dalv meuriad, familh; ha "genesis" a dalv krouidigezh.

1:02

Gallout a rit kompren gwezenn ar vuhez evel gwezenn lign ho familh,

1:06

ur wezenn jenealojik m'ho peus c'hoant. Kalz traoù zo heñvel !

1:11

Etre daou zen pe daou organeg bev ez eus liammoù.

1:15

Seul verroc'h eo al liamm, seul dostoc'h int an eil ouzh egile.

1:20

C'hwi zo tostoc'h ouzh ho tud eget ho tud-you da skouer.

1:24

Pe eo tostoc'h ur c'hazh ouzh ul leon eget ur c'hazh ouzh ul lapous, memes-mod.

1:30

Met ne za ket pelloc'h eget an dra-se, n'eus ket muioc'h a heñvelded evit gwir.

1:35

An anvioù a vez kavet er wezenn-mañ n'int ket Tintin Naig pe Tad-kozh Alan.

1:41

Kentoc'h "Homo sapiens" evit mab-den, pe "Canis lupus" evit ar c'hi,

1:46

pe c'hoazh "Escherichia coli" evit komz eus ur vakterienn vrudet.

1:51

Da lavaret eo, anvioù latin int evit menegiñ pe anviñ, kement spesad zo.

2:06

Mat. Just awalc'h, pet spesad a zo hiziv, gav deoc'h ?

2:11

Feiz, miser o deus ar skiantourien gouzout an dra-se dre just.

2:16

Milionoù ha milionoù d'an nebeutañ. 'Peus ket nemet teurel ur sell en-dro deoc'h da glask renkañ, urzhiañ ar spesadoù.

2:25

Marteze 'welit loened ha plantennoù. Togoù-touseg marteze ivez.

2:31

Ar rummadoù-se a zo gwir rummadoù ha gallout a rit gwelet pegen bras eo o liesseurted.

2:37

Evit lavarout ar wirionez deoc'h avat eo kalz kalz brasoc'h c'hoazh liesseurted ar vuhez en he fezh.

2:44

Ar vevliesseurted hollek, la biodiversité générale, en ur mod.

2:49

Evit kompren, meizañ ar braster-se, deuit war ma lerc'h da veajiñ e gwezenn ar vuhez…

2:57

Deomp dezhi !

3:06

Emaomp e penn ur brank en un tu bennak eus ar wezenn.

3:10

Sellomp ouzh anv ar spesad : "Homo sapiens". Mat, ni an hini eo.

3:17

Taolomp ur sell e penn ar brankoù all a zo en hor c'hichen. Hon amezeien eo ar re-mañ, hor c'hendirvi int !

3:25

Ar spesadoù, an organegoù a zo tostoc'h ouzhomp a zo anvet "Pan paniscus" : ar bonobo ha "Pan troglodytes" : ar chimpanze.

3:40

Bremañ e kinnigan deoc'h diskenn un tamm evit en em gavout e-lec'h ma teu brank an den gant ha brankoù ar bonobo hag ar chimpanze.

3:49

Skrivet eo : "Hominidae" a dalv "marmouzed meur".

3:54

Emaomp en ur c'hroazhent neuze, ar pezh a dalvez n'eo ket "Hominidae" ur spesad met ur rummad spesadoù.

4:09

Diskennomp un tamm c'hoazh, un tamm mat zoken, evit kavout spesadoù all ha n'int ket marmouzed.

4:16

Gallout a rit lenn "Placentalia", da lavaret eo ar re vronnek o deus ur plakenta,

4:22

ar poch-dour e vez kavet ennañ ar grouell, pe an embrion ma karit.

4:27

Er rummad "Placentalia" e vez renket kalzig a organegoù evel-just : ar c'hrignerien evel al logod,

4:35

an heureusined, al logod dall, ar chas, ar bleizi, ar c'hizhier, al leoned, ar saout, ha kement zo.

4:43

Ur sapre liesseurted eo an dra-se dija. Met n'eo ket echu avat !

4:53

Hon arsav kentañ eo "Metazoa" : an holl loened a zo lieskelligek o c'horf (multicellulaire).

5:00

Ar rummad-se a zo kalz kalz brasoc'h. Soñjit 'ta : bez vez kavet an holl vronneged e-barzh.

5:09

Ouzhpennet e vez c'hoazh ar rummad "Amphibia" gant ar raned. Rummadoù all a zo ar pesked enno.

5:16

Ha dreist-holl e vez ouzhpennet ar rummad "Insecta". An amprevaned, gant o liesseurted bras spontus.

5:26

En ur ziskenn e vodomp ar Fungi, an togoù-touseg.

5:30

Ha goude, an holl blantennoù gant an derv, an ognon, al linad, ha me oar me.

5:40

Hag a-benn ar fin e vez bodet an holl "Eukaryota". Da lavaret eo

5:45

an organegoù a zo ur gwir kraoñell gant o c'hellig.

5:49

Gallout a reont bezañ lieskelligek evel an organegoù am eus komzet diwar o fenn bremaik pe unkelligek, unicellulaire.

5:58

Evel ul lod eus… ar plankton da skouer, m'ho peus soñj eus ar gronikenn ziwezhañ.

6:06

Ul lodenn eus gwezenn ar vuhez a zo an Eukaryota neuze.

6:10

Unan eus an tri brank dre just. Bez' eus ivez ur brank anvet "Archaea".

6:15

Ar reoù-se a zo liesseurt-kenañ ivez met n'int ket ken studiet hag ar brankoù all.

6:22

Ar brank diwezhañ eo ar bakteri just a-walc'h, evel "Escherichia coli" : an hini vrudetañ moarvat.

6:31

Gallout a reont degas kleñvedoù deomp e-giz an tetanoz ar c'holera… A-bouez bras int memestra !

6:36

Met an dra-se vo gwelet en ur gronikenn all.

6:49

Ur vrav a veaj hon eus graet o krapat gant gwezenn ar vuhez.

6:53

Graet hon eus anaoudegezh gant kalz organegoù ha dreist-holl hon eus gwelet peseurt mod int renket.

6:59

Emichañs ho peus komprenet pegen liesseurt, pegen disheñvel eo ar vuhez.

7:04

Ha pegen bihan omp-ni en he c'heñver ivez.

7:12

Daoust ma vez kavet diforc'hioù etre ar boudoù bev

7:15

e vez atav kavet heñvelidigezhioù, traoù boutin.

7:19

An dra-se zo gwir gant forzh peseurt brank e-barzh ar wezenn.

7:25

Setu e lec'h klask diforc'hioù,

7:27

7:27