Hiziv emaomp 'vont da veajiñ gant ar vag,
he deus cheñchet hor mod deomp da sellet ouzh an natur : ar Beagle.
War vourzh ar Beagle e oa bet degemeret un den, ur skiantour a-feson
Charles Darwin.
Prest oc'h da lestriñ ?
Ar Beagle, pe kentoc'h HMS Beagle, His Majesty Ship the Beagle,
a oa bet savet e 1820 e Bro-Saoz.
Pal kentañ ar vag-se a oa skiantel, evit studiañ da gentañ tout an hidrografiezh hag an dopografiezh.
Da lavaret eo, kaset 'oa bet evit muzuliañ ha bezañ gouest da dresañ kartennoù resis-resis eus ar morioù hag an aodoù.
Teir beaj he deus graet ar Beagle, hag an hini vrudetañ eo an eil, gant Darwin war e vourzh.
Pal an eil beaj a oa an dopografiezh ivez :
sevel kartennoù aodoù Suamerika.
Se zo kaoz e oa kaset kalz binvioù skiantel evit muzuliañ, da skouer,
al ledred, pe al latitude m'ho peus c'hoant.
Kabiten ar vag evit ar veaj-se a oa Robert FitzRoy.
Ha soñjit ta : ne oa nemet 27 vloaz.
FitzRoy en doa lakaet en e soñj degemer e-barzh ar vag un den desket ha kapabl,
evit bezañ gouest da gomz gantañ.
Hag an den-se a oa ur paotr 22 vloaz anezhañ hag a oa anvet Darwin, Charles Darwin.
O paouez echuiñ gant e studioù war an naturaliezh e oa.
Hag un tamm dre zegouezh, neuze, e oa en em gavet e bourzh ar Beagle.
E berzh warni, a oa studiañ an douarouriezh (pe ar jeoloji) hag an natur dre vras.
Kement se a oa bet graet gantañ en ur skrivañ pep tra en un deizlevr.
Embannet eo bet ar pezh en doa skrivet en ul levr anvet "Journal and remarks",
"Deizlevr hag evezhiadennoù", e brezhoneg.
Ken pouezus e oa al levr-se ken oa bet adembannet meur a wech.
Hag an titl anavezet ar muiañ eo
"The voyage of the Beagle", Beaj ar Beagle.
Da fin ar bloavez 1831 an hini eo pa 'za kuit al lestr eus Plymouth e Bro-Saoz.
Sañset e oa d'ar veaj padout 2 vloaz, met 'benn ar fin oa padet tost 5 bloaz.
Ar vag oa tremenet dre inizi ar Meurvor Atlantel da zigentañ
(an inizi Kanariez da skouer).
Ha goude-se neuze oa aet etrezek Suamerika (Brazil, Arc'hantina…).
Etrezek ar reter da gentañ ha d'ar c'hornôg war-lerc'h.
Da heul oa bet ar Beagle betek Aostralia ha Zeland-Nevez a-raok distreiñ d'ar gêr, dre Ar C'hab (e Suafrika).
D'ar bemzek a viz Gwengolo 1835.
En enezeg Galapagos ez eus dek enezenn bennañ.
En o zouez ez eus pemp deuzouto hag a zo brasoc'h eget ar re all.
Dindan Gouriz ar bed emaint hag etre pemp ha c'hwec'h kant miles
etrezek ar c'hornôg pa ez eer kuit deus aodoù Amerika.
D'an eizh a viz Here 1835. Degouezhet omp e Enez James.
An enezenn-mañ, evel Enez Charles, a oa bet anvet er mod-se deus hor rouaned eus al lignez Stuart.
Aotroù Bynoe, me hag hor mevelien a oa bet leusket amañ
e-pad ur sizhunvezh gant boued ha gant un deltenn,
e-pad ma oa ar Beagle o vont da gavout dour.
A-drugarez d'an notennoù skrivet gant Darwin e c'hellomp kompren un tamm
penaos e oa an avantur dibar-se.
Ha reiñ a reont da gompren ivez petra oa e soñjoù evit pezh a sell ouzh ar spesadoù a cheñch.
Rak ne oa ket bet furmekaetan deorienn-mañ c'hoazh, teorienn emdroadur ar spesadoù.
Istor naturel an inizi-se a zo kurius a-walc'h hag ezhomm zo da sellet ouzh an dra-se a-dost.
An darn vrasañ eus ar broduerezh organek a zo brosezat, endemek, ha ne vez ket kavet lec'h all.
Cheñch a ra al loened eus an eil enezenn d'eben zoken.
Met bez ez euz gant an holl anezho ul liamm kreñv gant al loened all eus Amerika,
ha pa vefent dispartiet eus an douar bras gant un tachad meurvor hag a zo 500 pe 600 miles ledander.
An enezeg a zo ur bed bihan e-unan, pe kentoc'h ul loarenn staget ouzh Amerika.
Un nebeut koloned zo aet kuit eus an douar bras ha paket o deus neuze merkoù hollek produerezh endemek an inizi-se.
Reiñ a ra Darwin deomp da c'houzout un tamm muioc'h,
penaos oa stad an traoù diwar-benn soñjoù an dud, en Europ.
Setu da skouer un arroudenn a ziskouez deomp e oa an traoù o vont da cheñch un tammig a-zivout ar sklavelerezh.
D'an 19 a viz Eost hon eus kuitaet aodoù Brazil.
Bennozh Doue ! Biken ne 'z in d'ur vro sklaverezh en-dro adarre.
Bremañ c'hoazh, ma klevan un huchadenn a-bell e tegas soñj din gant ar from am boa
pa 'm boa klevet leñvadennoù druezus en ur dremen dirak un ti e-kichen Pernambuco.
Me ouie mat e oa ur paour-kaezh sklav o vezañ jahinet,
met gouzout a raen e oan ken dic'halloud hag ur bugel goudrouzet.
Gant ar veaj-se hon eus gwelet eo gouest an traoù da cheñch.
Cheñchet eo bet e vuhez da Darwin penn-da-benn gant an avantur-se hag e vod da welet an natur ivez.
Da c'houde en deus cheñchet Darwin sell ar gevredigezh ouzh an natur,
ha dreist-holl pa 'z eo bet embannet e levr brudetañ "Diwar-benn orin ar spesadoù",
De l'origine des espèces e galleg.
Ha gwelet hon eus ivez, gant e c'herioù,
pegen disheñvel eo hor c'hevredigezh diouzh hini tost 200 bloaz zo.
Cheñch a ra an traoù neuze, dre chañs.
Emdroadur an natur, emdroadur ar boudoù bev