Ar virusoù 2/3
S01:E26

Ar virusoù 2/3

Episode description

Goude bezañ komzet eus ar virusoù dre vras er rann ziwezhañ, vo kontet deoc’h 2 istor diwar o fenn hiziv. Safaret ’vo eus ar virusoù ramzel da gentañ, ha goude-se vo graet anaoudegezh gant an debrerien virusoù.


Gwirioù, tonioù implijet :

Download transcript (.srt)
0:09

Goude bezañ komzet eus ar virusoù dre vras er rann ziwezhañ,

0:14

vo kontet deoc'h 2 istor diwar o fenn hiziv.

0:18

Safaret 'vo eus ar virusoù ramzel da gentañ,

0:21

ha goude-se vo graet anaoudegezh gant an debrerien virusoù.

0:26

Deomp dezhi!

0:39

'Giz hon oa lâret er rann ziwezhañ, ar virusoù zo bihan-bihan sañset.

0:43

E-pad pell, e-giz-se veze graet an diforc'h etre ur virus hag ur vaktirienn memes.

0:50

Er bloavezhioù 2000 zo bet lakaet war wel traoù heñvel deus ar virusoù, met ken bras hag ar baktiri !

0:57

Roet zo bet dezho un anv :ar virusoù ramzel, pe "girus" e saozneg, evit "giant viruses".

1:06

O jenom zo hiroc'h 'vit jenom ar virusoù all ivez.

1:09

Betek 2 villion hanter a lizherennoù.

1:12

'Peus ket 'met soñjal : virus ar C'hovid 19, ar Sars-CoV-2 (ha n'eo ket ramzel tamm ebet),

1:18

'neus ket 'met 30 000 lizherenn e-barzh e jenom.

1:30

Ha gall' reomp bezañ eñfektet gant ar virusoù-se ?

1:33

'reomp ket, rak ar re-se a blij dezho muioc'h organismoù all,

1:37

'giz an "amibe" pe protozoered all.

1:40

Da laret eo, organismoù unkelligek, unicellulaires ma karit.

1:48

Met an dra-se zo evit ar virusoù ramzel anavezet betek-henn !

1:54

Gall' a rafe dont virusoù all war-wel en amzer da zont e gwirionez.

1:58

Ul lodenn eus ar virusoù bras kavet n'eus ket pell zo a teu eus ar permafrost, pe ar pergélisol.

2:06

Ar c'houchad-douar skorn zo e Siberia da skouer.

2:09

An dra-se a dalv e chom yac'h ar virusoù en douar skorn-se, 'pad bloavezhioù ha bloavezhioù.

2:15

'Giz ur yenerezh en ur mod.

2:18

Abalamour da cheñchamant an hin, d'ar changement climatique m'ho peus c'hoant,

2:21

eo chomet digor dor ar yenerezh.

2:24

Ar pezh a c'hellfe leskel ar virusoù kozh da vont, gouest da vont d'an dud.

2:29

Ret eo chom war evezh neuze !

2:46

Bremañ, un istor all 'barzh an istor.

2:49

Ar virusoù-se a c'hell bezañ eñfektet gant virusoù all !

2:53

Ar re-se zo anvet "virofajoù", pe virophages e galleg.

2:58

Diskoachañ ar virusoù ramzel a zo bet ur sapre afer dija,

3:02

met diaesoc'h c'hoazh eo bet studiañ virusoù hag a c'hell mont da virusoù all.

3:08

E 2008 int bet lakaet war wel, en ur virus bras neuze.

3:12

Hiziv an deiz zo ezhomm eus ur sapre teknologiezh evit kompren muioc'h a draoù diwar o fenn.

3:18

Gallout a reer ober gant ar metajenomik da skouer :

3:21

sekeñsiñ pe lenn an ADN a-bezh zo en un dakennig dour lakaomp.

3:26

Goude-se vez klasket urzhiañ ar pezh zo bet lennet, ar jenoù, les gènes, dre organism.

3:32

Ha mod-se e c'heller lakaat organismoù nevez war wel ! Virofajoù da skouer.

3:38

Met diaes eo kompren peseurt efed o deus war ar virusoù all.

3:42

Labour 'zo c'hoazh !

4:01

En eil istor hiziv vo cheñchet penn d'ar vaz ha kontet vo eus organismoù

4:07

hag a zo gouest da zebriñ ar virusoù.

4:10

E-pad pell zo bet soñjet n'halle ket, organism ebet, debriñ ar virusoù.

4:15

E gwirionez 'pad pell ivez zo bet labouret war ar virusoù a zegas kleñvedoù deomp.

4:20

Met ur gwir roll o deus 'barzh an ekosistemoù, pezh a vo sujed ar rann a teu just a-walc'h.

4:27

Ha tamm ha tamm neuze 'vez klasket kompren traoù all diwar o fenn.

4:32

E miz kerzu 2022 zo bet embannet ur studiadenn a lak war wel, evit ar wech kentañ,

4:38

ur spesad gouest da vevañ diwar ar virusoù, o tebriñ anezho.

4:46

Ar pennad skiantel-se a zispleg 'zo kalz a organismoù er mor hag a sil an dour evit debriñ tammoù traoù, partikulennoù.

4:55

En o zouez 'zo ur familh anvet "ciliophora".

4:58

Unkelligek int, unicellulaire m'ar karit.

5:02

Ha seurt blev o deus, blev a servij dezho da fiñval ha da zebriñ.

5:07

Soñjet 'veze ne oa ket trawalc'h a galori, trawalc'h a startijenn, barzh ar virusoù evit kreskiñ.

5:14

Ar studiadenn-mañ a ziskouez ar c'hontroll.

5:23

Ar skipailh en deus lakaet ciliophoraed en dour.

5:27

Taolioù esae zo bet graet gant virusoù en dour ivez, ha taolioù esae all hepto.

5:32

Goude daou zevezh o deus kontet an niver a gelligoù e-barzh tout ar boestoù

5:37

ha lakaet o deus keñver-ha-keñver an disoc'hoù.

5:40

Kentañ tra : gant o mikroskop o deus gellet gwelet ar virusoù o vezañ debret.

5:46

Eil tra : ar ciliophoraed lakaet en dour gant virusoù,

5:50

o deus kresket 'vel m'o defe graet organismoù all gant boued all.

5:54

Ar re a-nez virus n'o deus ket kresket tamm ebet.

6:00

Diskouez a ra an disoc'hoù-se e c'hellfe ar virusoù kaout ur roll pouezusoc'h en ekosistemoù

6:05

'giz hor boa soñjet en a-raok.

6:08

Ur wech ouzhpenn : labour zo, kalz traoù zo da gompren c'hoazh !

6:24

Safaret hon eus deus ar virusoù.

6:26

Goût a reomp bremañ int gouest da eñfektiñ al loened, ar plant, ar baktiri… hag ar virusoù all memes.

6:34

Da lâret eo, ur parazit a c'hell kaout parazitoù,

6:37

ha marteze e-touez ar re-se 'zo lod anezho gant parazitoù all, piv oar ?

6:43

En eil istor hon eus lakaet ar gaoz war ar virusoù, met gwelet 'giz boued, 'giz preizhoù ar wech-mañ.

6:51

Eñfektiñ, bezañ eñfektet, bezañ debret…

6:55

Liammet eo ar virusoù deus an organismoù all, e meur a zoare.

7:00

Diwar an holl liammoù-se e sav ekosistemoù a-bezh, ar pezh a vo gwelet er rann a teu,

7:07

7:07