Ar virusoù 1/3
S01:E25

Ar virusoù 1/3

Episode description

Hiziv ‘vo kontet eus traoù ha n’int ket toutafed bev, met n’int ket toutafed marv kennebeut. Bihan int, met a-wechoù vez kavet lod hag a zo brasoc’h, ramzel memes ! Reuz zo ganto abaoe tri bloaz ’so. Kavet ho peus ? Safaret ’vo eus ar viruzoù ! 🦠


Download transcript (.srt)
0:10

Hiziv 'vo kontet eus traoù ha n'int ket toutafed bev, met n'int ket toutafed marv kennebeut.

0:15

Bihan int, met a-wechoù vez kavet lod hag a zo brasoc'h, ramzel memes !

0:21

Reuz zo ganto abaoe tri bloaz 'so.

0:23

Kavet ho peus ?

0:25

Safaret 'vo eus ar virusoù !

0:38

Petra eo ar virusoù ?

0:40

N'haller lâret int organismoù pe boudoù bev ar wech-mañ, ha gwelet 'vo an dra-se diwêtoc'h.

0:47

'Pezh zo sur avat ez int bihan : tro 200 nanometr, da lâret eo zero skej zero zero zero daou vilimetr.

0:55

Kavet zo bet n'eus ket pell zo virusoù kalz brasoc'h, virusoù ramzel.

1:00

Met safaret 'vo eus an dra-se gant ur gronikenn all.

1:11

An holl virusoù a c'hell eñfektiñ pe kontammiñ boudoù bev.

1:16

E gwirionez o deus ezhomm eus un "ostiz" e-giz 'vez lâret, eus ur boud bev, evit bezañ anezho.

1:22

Da lâret eo, n'hallont ket chom oc'h unan 'pad re bell.

1:27

Daou stad o deus :

1:29

Ur stad e-barzh ar boudoù-bev, e-barzh kelligoù (les cellules mar karit) un organism.

1:35

D'ar mare-se vez implijet ganto mekanikoù ar c'helligoù evit produiñ kalz kalz virusoù all.

1:42

Hag ur stad er maez eus ar c'helligoù, e lec'h ma c'hortozont bezañ tapet gant un organism all.

2:02

Anavezout a rit ur bern kleñvedoù degaset gant virusoù, sur !

2:07

Da skouer zo ur familh a-bezh zo mil anavezet bremañ : ar c'horonavirusoù.

2:13

Ar SARS-CoV-2 en o zouez, a zegas ar C'hovid-19.

2:16

Alies-mat, ar re-se glask mont da serten lodennoù eus hor c'horf a servij deomp da dennañ hon anal,

2:24

ar skevent, ar bronchez ha kement 'so.

2:27

Ar SIDA vez degaset d'an dud dre ur virus, Ebola ivez, ar grip, ha kement zo.

2:38

Diwar ar 5000 spesad a c'hell eñfektiñ an dud zo un tamm muioc'h 'vit 100 deuzouto a c'hall degas kleñvedoù.

2:56

Kleñvedoù vez kaset d'an dud dre ar virusoù aboe pell zo evel-just.

3:00

En Henamzer, an dud a ouie oa un dra bennak munut, a c'hellje bezañ analet,

3:06

hag en doa un dra bennak da welet gant kleñvedoù zo.

3:10

Dav eo bet gortoz pell avat, a-raok ma vefe komprenet petra c'hoarveze dre just.

3:19

E fin an XIXvet kantved e oa skiantourien o labourat war kleñvedoù ur plant : ar butun.

3:26

Siloù porselen a veze implijet ganto evit silañ ar baktiri.

3:31

Merzet 'oa e chome klañv ar plant, goude bezañ silet o sev, pe o gwad m'ho peus c'hoant.

3:37

Ar soñj kentañ oa e chome baktiri bihan-bihan er gwad.

3:42

Met oa ket, neuze, virusoù e oa.

3:51

Diskouez a ra zo virusoù evit kement spesad zo : an dud, al loen, ar plant ha me oar me.

3:58

Er memes mare zo bet lakaet war wel virusoù a c'hell eñfektiñ an dud.

4:02

Virus an derzhienn-velen 'oa an hini kentañ. La fièvre jaune mar karit.

4:07

Er bloavezhioù 1930 eo bet sellet deus ar virusoù evit ar wech kentañ, gras d'ur mikroskop isipisial :

4:13

ar mikroskop elektronek.

4:17

Gant teknikoù all o deus gellet ar skiantourien kompren zo 2 zoare a virusoù :

4:22

ar re gant ADN

4:24

hag ar re gant ARN, a zo gouest da emdreiñ kalz buanoc'h, giz virus ar grip pe hini ar c'hovid 19.

4:34

Goude se, adalek ar bloavezhioù 1960, zo bet komprenet muioc'h mui a draoù dre-ma oa an teknikoù o vont war-raok.

4:42

Ha setu 'giz-se zo bet savet tamm-ha-tamm binvioù pe diagnostikoù evit anavezout ar virusoù,

4:48

ha sevel vaksinoù ivez, 'vit en em zifenn deuzouto.

5:07

Ha neuze, bev eo ar virusoù pe pas ?

5:10

N'eo ket aes respont d'ar goulenn-mañ rak a-raok respont e ranker goût : "petra eo ar vuhez ?".

5:17

Ur respont, e touez reoù all 'zo : un organism bev a c'hell strujañ ha kaout diskennidi.

5:24

Gwir eo e c'hell ar virusoù strujañ hag emdreiñ memes, 'giz ar spesadoù all,

5:29

peogwir 'zo dezho molekulennoù ADN pe ARN.

5:33

Met ezhomm o deus eus un ostiz, atav.

5:37

'Blam da se, e vez gwelet ar re-se gant tud zo, 'giz bernioù molekulennoù hep buhez en enno, tra ken.

5:44

Ha gwir eo, eus an tu all, n'hallont ober tra ebet oc'h unan.

5:50

Pa vezont lakaet en un endro gant sukr pe traoù all hag a c'hell bezañ debret gant an organismoù bev,

5:55

ar virusoù ne reont netra.

5:58

Ha setu 'giz-se hervez ar ster 'vez roet d'ar vuhez e c'hell ar virusoù bezañ bev pe pas.

6:21

Graet hon eus un droiad e bed bras ar virusoù bihan.

6:25

Safaret hon eus eus an doare int bet lakaet war wel.

6:29

Un dakenn prederouriezh, pe filozofi hon eus bet memes gant termenadur ar vuhez.

6:35

6:35