Ar razh-goz noazh
S01:E04

Ar razh-goz noazh

Episode description

Hiziv ‘vo graet anaoudegezh gant ul loen droch: ar razh-goz noazh. Ur c’hrigner hag a vev pell e-keñver ar c’hrignerien all. Met iskis eo evit abegoù all c’hoazh.

Gwirioù, tonioù:

Download transcript (.srt)
0:09

Hiziv e vo graet anaoudegezh gant ul loen iskis ha dibar : ar razh-goz noazh.

0:25

Ar pezh emaoc'h o paouez klevout a zo un enrolladenn eus ar razh-goz noazh.

0:30

Setu un drol a loen.

0:31

Heterocephalus glaber vez graet anezhañ e latin.

0:36

Razh-goz noazh eo e anv "boutin".

0:40

Perak eo anvet "razh-goz noazh" neuze ?

0:48

Da gentañ tout vez lâret razh, peogwir eo ur c'hrigner, bras e zent.

0:53

Memes rummad hag ar razhed hag al logod eo.

0:57

Ha da c'houde neuze, perak vez lavaret "goz" ?

1:01

Rak ober a ra garidennoù, dindan an douar, evel ar gozed.

1:05

Ar re-mañ ne vezont ket kavet partout er bed

1:08

met dreist-holl e Afrika ar Reter (Kenia, Etiopia, Somalia).

1:12

Hag erfin, perak "noazh" ? Peogwir eo noazh !

1:17

Noazh evel ur ran ! N'eus ket kalz a vlev war-c'horre e gorf.

1:22

Ha gwelet e vez neuze e groc'hen ridet, hag a zo fin-fin, kazimant treuzluc'hus, treuzwelus.

1:28

N'omp ket boas da sellet ouzh organegoù mod-se.

1:31

Tost a-walc'h int ouzhomp dre ma 'z int bronneged, mammifères ma karit.

1:36

Met gwelet a reoc'h, ar re-se zo iskis !

1:52

Kendalc'homp gant an tamm poltred.

1:54

Al loened-se a ra war-dro 10 sentimetrad, evel ar razhed all.

1:58

Ar re-mañ zo bras o dent hag an dra-se servij dezho da gleuzañ garidennoù.

2:04

'Giz ar gozed ne welont ket mat.

2:06

Du-pod eo ar bed evito ha setu ne dalv ket ar boan kaout daoulagad dreistordinal.

2:13

Bihan eo o daoulagad ha bihan eo o favioù ivez.

2:16

Met gouest int da fiñval buan memestra.

2:26

Lavaret em eus deoc'h eo drol ar razh-goz noazh.

2:29

Da gentañ-penn e c'hell bevañ e-pad pell. Pell-pell zoken.

2:34

Keñveriomp gant ul logodenn hag a vefe lakaet en un arnodva pe ul laboratouer m'ho peus c'hoant.

2:39

Mat ar jeu, n'ez eus preizher ebet, hag ur vuhez hir eo gouest da gaout.

2:44

Afin, ur vuhez hir : evit ul logodenn 'ra 4 bloaz da neubeutañ.

2:49

N'eo ket fall. Ar razh-goz noazh bremañ.

2:53

Er memes endro e c'hellfe bevañ betek 30 vloaz !

2:57

Hir spontus eo an dra-se evit ul loen ken bihan.

3:00

Ha setu emañ ar skiantourien o klask penaos vez graet gantañ c'hoazh.

3:05

An dra-se c'hellfe sikour ac'hanomp marteze evit kleñvedoù zo.

3:08

Un dra interesant zo evit ar skiantourien da skouer :

3:11

daoust ma c'hellont bevañ e-pad pell, ne dapont ket ar c'hrign-bev,

3:15

ar c'hankr pe ar c'hañser m'ho peus c'hoant.

3:19

Ha n'int ket ken kizidik eveldomp ouzh ar yoc'hennoù, tumeurs ma karit.

3:29

Hag ur souezhadenn all zo c'hoazh evit achuiñ gant yec'hed ar razh-goz noazh :

3:33

morse kazimant n'o dez ket poan.

3:36

Ha padal eo bet kriz ar skiantourien ganto.

3:40

Klasket o deus deviñ o c'hroc'hen gant trenkennoù bennak pe gant tan zoken,

3:44

met al loened n'int ket tec'het kuit.

3:47

Savet ez eus bet ur vartezeadenn, un hipotez ma peus c'hoant.

3:51

Ar razhed-goz noazh o deus kollet ar boan marteze

3:54

rak alies-mat ne vez ket kalz a oksijen e lec'h ma vevont.

3:58

Ha neuze diwar an dra-se e vez tapet ganto akidoz, pe acidose e galleg :

4:04

dont a ra trenk o gwad ha poanius eo evel-just.

4:08

Tamm-ha-tamm, dre an emdroadur o defe bet kollet ar boan.

4:23

Met n'eo ket echu ! Dibar eo ar razhed-goz noazh evit un dra all ouzhpenn.

4:29

Un dra ha ne vez ket kavet nemet gant ur spesad all e-touez ar vronneged.

4:33

Bevañ a reont e koloniennoù.

4:36

Evel ar gwenan pe ar merien.

4:39

Dibar eo an dra-se evit ur bronneg evel-just !

4:42

Lod anezho a c'hell bezañ ken bras ha 300 a loened,

4:46

met al lodenn vrasañ a zo tro 75 enni.

4:50

Aozet eo pep kolonienn en un doare resis.

4:54

Bez' eus ur rouanez.

4:55

Brasoc'h eo eget ar re all.

4:57

Pa varv ar rouanez e vez kemeret he flas gant ur barez.

5:02

Korf ar rouanez nevez a gresk neuze, evit bezañ gouest da zougen ar re vihan,

5:07

war-dro 11 anezho bep tro.

5:21

Ha mod-all, bez ez eus tri rummad all e-touez ar golonienn.

5:24

Al labourerien, da skouer, a ra war-dro ar boued hag ar garidennoù.

5:28

Kalz labour zo 'vat !

5:30

Kavet e vez soudarded ivez, evit diwall ar golonienn diouzh ar preizherien.

5:35

Hag ur rummad all a zo bet kavet c'hoazh.

5:38

O vezañ ma vevont an holl razhed-goz noazh eus ur golonienn tout asambles,

5:42

o liesseurted zo izel a-walc'h.

5:45

Da lavaret eo, ar re-mañ zo tout breudeur ha c'hoarezed.

5:49

Ha setu evit tremen e-biou d'ar genwadelezh, pe consanguinité,

5:54

kuit dezho da weskañ re ar gwad ma karit,

5:57

ez eus c'hoazh ur rummad all, anvet an distrewerien, disperseurs e galleg.

6:02

Ne labouront ket, ar c'hontrol eo :

6:04

klask a reont tec'hel kuit.

6:06

Fellout a ra dezho en em goublañ er maez eus ar golonienn en doare ma vez

6:10

mesket glad genetek ar spesad. Un tamm souezhus eo, met pegen efedus !

6:27

Graet hon eus anaoudegezh gant ul loen iskis ha divalav a-walc'h ivez.

6:31

Bevañ a ra evel ar gwenan pe ar merien,

6:34

n'en deus na poan na krign-bev, ha gallout a ra bevañ e-pad pell.

6:40

Setu ur skouer all da ziskouez deomp ez eus ouzhpenn an neuz a gont.

6:44

Pe ur skouer all a ziskouez deomp pegen

6:47

6:47