Hiziv vo kontet eus plant.
Eus ar plant vez kavet war an douar, ha eus ar re vez kavet er mor ivez, ar bezhin.
Ha graet e vo un tamm beaj en amzer dremenet ivez, pell pell zo, evit klask orin ar pellenañ.
Prest oc'h ? Deomp dezhi !
Goût a rit petra eo ar pollen hag ar pollenañ moarvat, la pollinisation.
Ur gwir dachenn enklask eo e gwirionez.
E familh bras an Anjiosperm vez gwelet dreist-holl.
Ar familh-mañ eo familh ar plant gant bleuñioù, 'giz ar roz,
an avaloù douar, ar gwinizh memes pe an derv.
Pal ar pollenañ eo lakaat ar gametoù par (les gamètes mâles), ar pollen amañ,
e darempred gant ar gametoù parez (les gamètes femelles), da lâret eo, ar vielloù.
Dre emdroadur ar spesadoù zo bet implijet tamm-ha-tamm meur a strategiezh :
leuskel an avel da gas ar pollen da skouer.
Met gwelet vez kalz muioc'h ur strategiezh all : ur c'henlabour gant loened zo,
ha dreist-holl gant an amprevaned, 'giz ar gwenan.
Ha mont a ra pelloc'h c'hoazh peogwir o deus ar plant hag amprevaned zo, ken-emdroed, "coévolué".
Abaoe pell pell zo en em glevont mat-tre, hag en em azasaet int an eil re deus ar re all.
Deuet eo da vezañ ur siñbioz hag un eskemm a zegas traoù mat d'an holl memes.
Ar plant vez pollenet : gras d'an amprevanet e c'hellont strujañ hag ober greun.
Eus an tu all e vez produet gant ar bleuñioù nektar da vagañ an amprevaned,
lod anezho zo gouest d'ober mel war-lerc'h.
Er mare-mañ vez studiet kalz ar pollenañ, dreist-holl pollenañ ar plant a vez debret ganeomp evel-just. Komprenet ho peus eo ret ar pollenañ evit kaout legumaj pe frouezh.
Siwazh gant cheñchamant an hin ha saotradur hon endro e teu da vezañ bresk ar simbioz-se.
N'eo ket bet studiet kement-se ar pollenañ er mor avat.
Meur a abeg 'oa :
Da gentañ penn eo gouest ar gametoù, dre vras, da neuial, ha da gavout ar gametoù all.
Hag ouzhpenn da se e vezont kaset dre red an dour.
Neuze soñjet e veze n'eus ket a bollenañ dre al loened er mor.
Ha koulskoude…
Koulskoude zo bet kavet ur blantenn zo sikouret da strujañ gant loened, da laret eo : pollenañ er mor.
Embannet oa bet ur studiadenn gant ur skipailh kaset gant Brigitta van Tussenbroek
e 2016 er journal Nature Communications.
Studiet o deus un angiosperme a zo en dour, Thalassia testudinum.
Un doare geot eo, a zo e strad ar mor, er morioù trovanel, e mor Karib da skouer.
N'eo ket ur spesad bezhin, met ur gwir blant,
zo emdroet tamm-ha-tamm evit mont da vevañ en dour en-dro.
Ha setu giz-se zo bleuñioù gwir ganto.
Merzet zo bet zo kalzik a loened bihan a ya da welet ar bleuñioù.
Al loened bihan-se zo divellkeinek (invertébrés),
giz preñved pe larvennoù loened brasoc'h giz kranked, pe me oar me.
Dre daolioù arnod 'ba akwariomoù zo bet lakaet war wel e ya ar re-se da welet ar bleuñioù pared,
hag ar re barezed, ha degas a reont ganto ar pollen.
Gallout a rafent gwellaat ar pollenañ neuze.
Hag e reont ! Lakaet zo bet war wel vez speriet pe fekoñdet kalz muioc'h ar bleuñioù
pa vez al loened tro-dro !
Pollenañ zo en dour neuze.
En degouezh-mañ zo ur meskaj etre ar pollenañ gant an dour hag ar pollenañ gant al loened,
'giz vez kavet war an douar a-wechoù e gwirionez.
Gwir eo e c'hoarvez er mor met… feiz.
C'hoarvezout a ra d'un diskennad eus ar plant gant bleuñioù, neuze n'eo ket ken souezhus-se…
Er c'hontrol, bamus vije bet ma vije c'hoarvezet d'ur seurt bezhin da skouer…
Ha just a-walc'h, ur skipailh eus Rosko e Penn ar Bed en deus kavet ur bezhin ispisial…
Ar skipailh-mañ, kaset gant Emma Lavaut, 'neus embannet an disoc'hoù er journal brudet-tre Science e 2022.
O studiañ ur spesad resis e oant : Gracilaria gracilis, ur bezhin ruz.
M'ho peus c'hoant da c'hoût muioc'h diwar-benn ar bezhin e c'hallit selaou an heuliadenn "Ar bezhin"
savet gant Tunvezh Glwagen-Grandjean, war radiobreizh.bzh pe radiokerne.bzh.
Pezh zo un tamm dibar d'ar spesad-mañ eo n'eo ket gouest ar gametoù da neuial :
n'o deus ket a lost.
Ne vefe ket fall d'ar spesad-mañ bezañ sikoured evit strujañ neuze.
Ar skipailh a ouie e vez kavet alies tro-dro d'ar bezhin-mañ loened bihan.
Kesteneged, des crustacés, atav ar memes re : Idotea balthica.
Pezh a ra ar re-se eo debriñ an tammoù bezhin bihan a gresk war-c'horre ar bezhin ruz.
An tammoù bihan-se zo parazited e gwirionez.
Graet o deus taolioù-arnod evit goût ha pollenet 'vez ar bezhin gant Idotea.
Da gentañ o deus lakaet ar bezhin en akwariomoù, gant pe hep Idotea.
Hag an disoc'h oa sklêr-tre :
Hep idotea, oa nebeut tre a speriañ.
Ha gant idotea e oa betek 20 gwech muioc'h a speriañ.
Ouzhpenn da se zo bet gwiriet gant mikroskopoù eo peget ar gametoù par deus an idotea,
evit diskouez n'eo ket blam d'ar red dour savet gant al loened o fiñval vez pollenet ar bezhin.
Ha ne oa ket : ar gametoù par a zo peget-mat deus al loened.
Ar wech kentañ eo gwelet loened a sikour ur spesad bezhin, bezhin ruz amañ, da speriañ.
Ouzhpenn sikour da speriañ a reont e gwirionez : debriñ a reont ar bezhin parazit.
Ha deus an tu all e implijont ar bezhin evel goudor ivez.
Ur gwir siñbioz eo.
Tost-tre eo deus ar pezh vez kavet war an douar neuze !
An dra-se a lak ar skiantourien hag ar skiantourezed da soñjal.
Chañs zo e vefe en em gavet ar pollenañ war an douar 140 milion a vloavezhioù zo,
da vare ma oa emdroet ar plant gant bleuñioù.
Bremañ e ouzomp zo pollenañ er mor ivez.
Hag ar bezhin ruz zo kalz koshoc'h, en em gavet eo 900 milion a vloavezhioù zo !
Hag al loened lieskelligek oa en em gavet tro 600 milion a vloavezhioù zo.
Ar pollenañ kentañ en defe gellet c'hoarvezout adalek ar poent-se neuze.
Diaes eo goût pegoulz resis zo bet pollenet ur blantenn evit ar wech kentañ.
Pezh zo sur 'vat, vo ket gwelet ar pollenañ memes mod ken