Ar plankton
S01:E01

Ar plankton

Episode description

Petra eo ar plankton? Deuit war va lec’h evit dizoleiñ ar bed-mañ.

Download transcript (.srt)
0:11

Hiziv e vo splujet 'barzh ar mor ha klask a rimp gouzout petra eo ar plankton.

0:23

Petra eo ar plankton ? Marteze ho peus klevet an dra-se dija.

0:27

An dra-se sinifi kantreer, distabil. Evit gwir e vez renket e-barzh ar plankton an holl voudoù-bev, an holl draoù bev,

0:35

ha na c'hellont ket neuial a-enep kasenn ar mor pe an tizh-vor.

0:40

Peogwir int re vihan evel ar viruzoù hag ar bakteri, pe c'hoazh int re vlot evel ar morgaoul, ar méduses ma karit.

0:47

Ya, gwir eo, ar morgaoul a vez renket e-touez ar plankton.

0:52

Alies e vezont ankouaet peogwir peurvuiañ vez ket sellet ouzh ar plankton nemet evel traoù bihan tout.

0:59

Brav hag interesant eo ar morgaoul, met bravoc'h c'hoazh eo ar re vihan !

1:18

Setu, penaos c'hellfemp deskrivañ bed ar plankton ?

1:22

Da gentañ eo dav gouzout ez eus organegoù a-bep seurt men, bras ha bihan.

1:28

Spontus eo an diforc'h a zo etre ar viruzoù hag ar bakteri.

1:32

Spontus eo ivez an diforc'h etre ar bakteri

1:34

e-kichenn an organegoù all a zo lieskelligek, pe multicellulaire.

1:39

Evit kompren un tammig gwelloc'h an diforc'h-mañ…

1:42

c'hwi zo ken bihan evel ur vakterienn, lakaomp.

1:45

E-barzh ar plankton e vez kavet organegoù hag a zo anvet "dinoflagellés" e galleg.

1:51

Ha neuze e-kichenn ar re-se e vefe an dinoflagellé-mañ ken bras hag ur savadur,

1:56

un ti 25 estaj dezhañ.

1:59

Kemeromp bremañ un organeg all, lieskelligek ar wech-mañ,

2:03

ar c'hrill da skouer, al loened a vez debret gant ar balumed.

2:07

Al loen-mañ a vefe kalz brasoc'h c'hoazh.

2:10

En ho kichenn e vefe ken uhel e-giz Menez Everest.

2:14

Da lavaret eo, ar c'hrill zo 10000 gwech brasoc'h eget ur vakterienn.

2:21

Setu traoù a-bep seurt a gaver e bed ar plankton,

2:24

evit pezh a sell ouzh ment al loened-se.

2:36

Un dra all c'hoazh a zo sebezus gant ar plankton :

2:38

e liesseurted arc'hwelel, pe "diversité fonctionnelle"

2:40

'giz vez lavaret gant an ekologourien.

2:43

Da lavaret eo, kavet 'vez organegoù a zo gouest d'ober kalzig a draoù.

2:47

Kemeromp ar sianobacteri.

2:49

Bakteri int, hag int a zo gouest d'ober ar fotosintezenn, pe ar photosynthèse e galleg.

2:54

Ha setu neuze e c'hellont implijout ar goulou hag ar CO2

2:57

(aezhenn-c'hlaou, pe gaz karbonek m'ho peus c'hoant)

2:59

evit produiñ dañvez organik (hag a zo sukr mui pe vui)

3:02

asambles gant oksigen.

3:04

Ha c'hwi oar mat pegen pouezus eo an oksigen evidomp evel just.

3:07

An hanter eus an oksigen a vez analet ganeoc'h a vez produet 'barzh ar mor gant ar plankton.

3:15

Ur galloud all hag a zo un tammig hud, un tammig majik evidon

3:19

eo ar violuc'hañs, ar bioluminescence ma karit.

3:22

Meur a organeg a c'hell produiñ goulou, evel un dinoflagellé all anvet Noctiluca scintillans.

3:29

Hemañ zo bihan a-walc'h : neubeutoc'h evit ur milimetr eo.

3:32

Met a-benn vez mat ar jeu evito e teu al loenigoù-se da vezañ stankoc'h stankañ.

3:38

Ha gallout a reont bezañ gwelet neuze dre ar gwagennoù war an draezhenn da skouer,

3:42

o lugerniñ gant luskad ar mor.

3:45

Pegen brav eo an dra-se !

4:00

Gouest eo ar plankton d'ober kalz a draoù.

4:03

Lavaret em eus ez eus ul lodenn anezhañ hag a brodu oksijen

4:07

ha vez analet ganeomp ha gant an holl organegoù o deus ezhomm analañ.

4:11

Gant organegoù all e vez pompet, pe bac'het, ar gaz karbonek, ar CO2.

4:17

Ezhomm o deus deus ar CO2 evit sevel o c'hrogenn da skouer.

4:20

Ha pa varvint e kouezhint war-c'horre strad ar mor

4:23

leun o c'hrogenn gant karbon. Pegen jentil !

4:32

Koulskoude eo youst ar bed-se.

4:35

Youst eo an organegoù, ha youst eo ar c'hempouez ekologel.

4:39

Ar plankton a zo kizidik ouzh ar cheñchamantoù degaset gant mab-den.

4:43

Cheñch a ra temperadur ar mor, hag ivez an drenkegezh pe an acidité.

4:48

Saotret e vez ar mor bras gant tammoù plastik ha gant bep seurt traoù.

4:58

Setu ar bed a bezh a gemm. Ret eo d'ar boudoù bev en em brebariñ.

5:02

Met a benn-ar-fin, se zo ar pezh a zo bet graet ganto abaoe eo ar vuhez war-wel.

5:09

5:09