Ar merien
S01:E16

Ar merien

Episode description

Chom a raimp war an douar hiziv, pe kentoc’h dindan an douar… Graet e vo anaoudegez gant ar merien !


Gwirioù, tonioù implijet:

Download transcript (.srt)
0:09

Chom a raimp war an douar hiziv, pe kentoc'h dindan an douar, evit safaret eus amprevaned.

0:15

Ar merien.

0:17

An hañv zo o tostaat ha setu emañ ar merien o tont en-dro ivez, 'barzh an tiez a-wechoù.

0:23

An dra-se zo un digarez brav d'ober anaoudegezh ganto.

0:26

Emichañs ne weloc'h ket anezho memes-mod ken goude-se.

0:33

Krogomp 'barzh gant fichenn identelezh ar merien.

0:36

Amprevaned int, evel 'meus lâret.

0:38

An dra-se a dalv o deus 3 lodenn, 6 pav ha spilhoù (des antennes).

0:43

Lavaret 'vez int amprevaned sokial, peogwir e vevont e-barzh koloniennoù,

0:48

met komzet 'vo eus an dra-se diwezhatoc'h.

0:51

Kalz spesadoù zo, disheñvel an eil re deus ar re all.

0:55

Renablet ez eus bet e-tro 12000 spesad dija, ha muioc'h a zo da vezañ anavezet c'hoazh.

1:01

Kavet e vezont e pep lec'h war an Douar pe dost.

1:05

Stank-abominabl int.

1:07

Kalkulet ez eus bet e vefe etre unan ha dek milion miliardoù merien, soñjit 'ta !

1:14

N'eo ket dister, pa soñjer ez eus etre 7 hag 8 miliard a dud war an Douar !

1:29

Peseurt mod e vevont ?

1:31

E koloniennoù, anvet krugelloù-merien, pe tuchennoù-merien pe…

1:35

ur bern anvioù a zo evel-just.

1:38

Ur grugell-verien a c'hell bodañ etre kant ha milionoù a verien, hervez ar spesadoù.

1:43

Ha setu e-giz-se, evel gant an amprevaned sokial all, ar grugell 'zo urzhiet-mat.

1:50

Ur rouanez a zo, dezhi ur plas pouezus : dozviñ ar vioù.

1:55

An darn vrasañ vioù ar merien, a teuio da vezañ labourerezed pe merien-labour.

2:00

N'o deus askell ebet ha steril int. N'int ket gouest da strujañ ma karit.

2:07

Bep an amzer e teu er maez hiniennoù frouezhus pe strujus.

2:12

Ar re-se an hini eo o deus eskell.

2:14

An nij koublañ eo, pe le "vol nuptial".

2:17

Mervel a ra ar pared kazi diouzthu war-lerc'h, ur wech graet o labour ganto.

2:23

O sper vez miret gant ar parezed, er "speraoueg" pe la spermatèque e galleg.

2:28

Deuet int da vezañ rouanezed nevez neuze, ha klask a reont ul lec'h evit sevel o c'holoniennoù,

2:33

barzh an douar alies, ha kregiñ a reont da zozviñ vioù.

2:38

Ar merien all o deus bep a bost-labour mod-all, hervez an oad hag ar "c'hasta" , ar renk.

2:45

Ar merien-labour yaouank a ra war-dro ar rouanez hag ar vioù, chom a reont e-barzh ar grugell-verien

2:51

Da c'houde e sikouront da gempen an ti

2:54

Ha war-lerc'h, e fin o buhez ez eont er maez evit klask boued ha difenn ar grugell

3:11

Lakaomp ar gaoz war ar pezh en deus lakaet ar merien da vezañ graet berzh a-fet emdroadur ar spesadoù bremañ.

3:17

Speredek-kenañ int.

3:19

Pe kentoc'h, ur skiant poell a-stroll, une intelligence collective, dispar o deus.

3:25

Gouest int da zisrouestlañ traoù diaes, a-drugarez d'ar c'hehentiñ etrezo.

3:30

Implijout a reont o spilhoù (pe leurs antennes) evit santout molekul chimik produet gant ar re all.

3:36

Kalz titouroù vez kaset er mod-se.

3:38

Piv eo ar verienenn-mañ, petra ra, daoust ha yac'h eo, pe naon he deus, ha me oar me.

3:45

Ha gouest int d'ober un dra dibar : kavout an hent berrañ asambles.

3:50

Setu penaos e ya en-dro.

3:53

Pa vez kavet boued gant ur verienn bennak, honnezh a zistro d'ar golonienn

3:57

en ur leuskel c'hwezh ispisial war he lerc'h,

4:00

'pezh vez anvet "la piste olfactive", pe ar roudenn c'hwezh.

4:04

Ar re all a c'hell santout ar c'hwezh-mañ hag heuliañ a reont anezhañ.

4:08

Tamm ha tamm 'vez laosket muioc'h-mui a c'hwezh gant ar merien o tistreiñ war an hent berrañ,

4:14

hag a-benn ar fin ne vez implijet nemet an hent-se kazimant.

4:18

Setu n'eo ket gouest ur verienenn da gavout an hent gwellañ he-unan,

4:21

met asambles e teuont a-benn, hag efedus eo ouzhpenn!

4:29

An dra-se zo ur skouer eus ar skiant-poell a-stroll.

4:34

N'eus ket ezhomm nemet eus un nebeud reolennoù hiniennel.

4:37

Ha gant ar reonneloù simpl-se e sav emzalc'hioù luzietoc'h ha talvoudus pa seller ouzh live ar golonienn.

4:59

Hag evit echuiñ, me lâro un dra deoc'h eus ur geñveriadenn all gant an denelezh, gant an dud.

5:05

N'eo ket an den en deus ijinet al labour douar, ar merien an hini eo o doa kroget da gentañ !

5:11

Spesadoù zo a zo arbennikaet war ar gounezerezh pe al labour douar.

5:16

Gounezet e vez togoù-touseg ganto.

5:19

Troc'hañ a reont delioù, degas a reont anezho d'ar grugell-verien evit lakaat an togoù-touseg da greskiñ warno, war an delioù.

5:26

Ha debret 'vez pa vez prest.

5:29

Eveldomp gant legumaj pe togoù-touseg a-benn ar fin.

5:37

Ha bez' eus spesadoù all c'hoazh, hag a zo gouest da sevel chatal.

5:41

Evel-just ne savont ket saout, met c'hwenn-gwez (des pucerons).

5:46

Ober a reont war o zro, difenn a reont anezho, kas a reont anezho da lec'hioù ma vez kavet plant.

5:52

Fardet e vez melad (miellat) gant ar c'hwenn-gwez, ha plijout a ra kalz ar melad d'ar merien !

6:00

Un doare simbioz eo neuze, un tammig eveldomp gant ar saout pe ar gwenan da skouer.

6:22

Echu eo ar gejadenn gant ar merien.

6:25

Loenedigoù bihan int, liesseurt ha stank-mat, ha barrek-kenañ pa vezont a-stroll.

6:39

Ar skiantourien hag ar skiantourezed o deus lakaet war wel kalz traoù dija,

6:43

met chom a ra ur bern traoù da gavout c'hoazh.

6:46

Spesadoù nevez da ziskrivañ, perzhioù da gompren… ha da implijout ivez.

6:53

Ur skipailh gall en deus embannet, n'eus ket pell zo, e miz C'hwevrer 2022 ur pennad skiantel ma tisplegont

7:00

penaos implijout ar merien hag o barregezhioù evit detektiñ ar c'hrign-bev.

7:10

7:10