Ar go (1/2)
S01:E06

Ar go (1/2)

Episode description

Hiziv e vo lakaet ar gaoz war ar boued lakaet e go. Bara, bier, laezh ribod… Kalz boued ‘vez fardet gras d’ar go. Met penaos ez a en-dro? Desket e vo an dra-se er gronikenn-mañ ha kendalc’het e vo er rann a zeu!

Gwirioù, tonioù:

Download transcript (.srt)
0:10

Hiziv 'vo komzet eus boued !

0:12

Ur seurt boued resis a-walc'h : ar boued lakaet e go.

0:15

Menam menam.

0:17

Un digarez brav da gomz eus ar bakteri ur wech c'hoazh, hag o mignoned, ar goell !

0:27

Krogomp eta gant termenadur ar go, "la fermentation" e galleg.

0:31

Ar pal evit an organismoù a implij ar go eo tennañ energiezh eus o boued.

0:37

Treiñ a reont an tammoù boued e tammoù all, da lavaret eo, ur reaktadenn gimiek eo.

0:43

Alies-mat e teu ar glusid (ar sukr mar karit) da vezañ alkol pe ur gaz bennak.

0:49

Evit lavarout ar wirionez ez eus meur a zoare go.

0:53

'Pezh a cheñch ganto eo disoc'h ar reaktadenn, ar pezh a zo produet ganti.

0:58

Daou seurt go pennañ a zo neuze : an hini alkolek a brodu alkol,

1:03

hag an hini laezhek a brodu… trenkenn laezhek (acide lactique e galleg).

1:08

Eus an 2 seurt go e vo kaoz hiziv.

1:20

Ha piv a ra ar go neuze ?

1:22

Ar go a zo ur reaktadenn normal a-walc'h gant ar boudoù bev.

1:26

Ober a reomp-ni hon-unan ar reaktadenn-se ivez.

1:30

En hor c'hig e c'hoarvezh an dra-se, pa vez implijet kalz anezho.

1:34

Pa vezomp o redek buan-buan da skouer.

1:37

Met deomp en-dro d'ar go evit ar boued.

1:40

Ar pezh a zo interesant evidomp neuze eo ar go graet gant ar mikro-organismoù :

1:45

ar bakteri hag ar goell (la levure m'ho peus c'hoant).

1:52

Da gentañ, greomp un tamm tro war-zu an istor.

2:02

Boñ da gentañ tout n'eo ket an denelezh en deus ijinet ar go dija.

2:06

Evel em eus lavaret n'ez eus ezhomm eus un den evit lakaat ar boued e go :

2:11

ar mikro-organismoù an hini eo a zo a-bouez.

2:14

A setu neuze ar boued kentañ a zo bet bet lakaet e go a zo, moarvat… ar frouezh.

2:20

Gall' a reont, en ur mod, "en em lakaat e go".

2:27

Met gwir eo, ar go zo bet implijet kalz gant an dud, hag abaoe pell-pell zo.

2:32

Marteze a-walc'h abaoe ar paleolitik, 3 milion a vloavezhioù zo.

2:37

Hag an evajoù kentañ lakaet e go a zo bet graet da vare an neolitik, tro 9 mil bloaz zo.

2:51

Implijet eo bet ar goell, hag implijet e vez hiziv an deizh c'hoazh memes-mod,

2:55

evit kaout muioc'h a voued mat da zebriñ.

2:58

O tennañ an tammoù toksek eus ar plant da skouer,

3:01

met lakaet e vo ar gaoz war ar sujed-mañ diwezhatoc'h.

3:06

Tamm ha tamm eo bet implijet ar go, dre ar milvedoù hag ar c'hantvedoù.

3:10

Implijet eo bet evit ober bara gant ar bleud, evit ober fourmaj laezh gant al laezh ha me oar me.

3:23

Ur bloavezh a-bouez eo hini 1856.

3:27

Ur paotr brudet a-walc'h, aotrou Louis Pasteur, a oa krog da studiañ

3:32

en un doare skiantel ar go, goude bezañ kavet ar goell muiañ anavezet : "Saccharomyces cerevisiae",

3:40

da lavaret eo, ar goell-bier.

3:47

A-drugarez d'an holl draoù desket ez omp gouest hiziv da lakaat e go kalz traoù en un doare kontrollet.

3:54

Rak ret eo dibab un temperadur resis, peseurt mikro-organismoù zo da lakaat,

4:00

pegement a sukr e vez ezhomm da lakaat ha kement zo.

4:15

Setu implijet e vez ar go e pep lec'h er bed, abaoe milionoù a vloavezhioù.

4:21

Ur glad bras-divent eo, gant an holl doareoù d'ober liesseurt-kenañ.

4:26

Ha koulskoude eo ar go ur reaktadenn a vez anavezet gant tou' an dud,

4:30

kavet pe implijet gant an holl bobloù dre ar bed.

4:38

Peseurt boued, dre ar bed, a vez fardet gant ar go ?

4:42

War an dra-se vo lakaet ar gaoz gant ar rann a zeu.

4:45

4:45