Ar biomimikerezh - ober 'giz an natur
S01:E19

Ar biomimikerezh - ober 'giz an natur

Episode description

Ne vo ket safaret eus ul loen hiziv, nag eus ur blantenn kennebeut. Kontet ‘vo kentoc’h eus ul liamm a zo etre an natur hag an denelezh. Lâret ‘vo deoc’h penaos e c’hell an natur reiñ deomp awen evit sevel traoù. Safaret e vo eus ar biomimikerezh.

Hag ur mikro nevez a zo ganin, emichañs ‘vo gwelloc’h ar son 🙂


Gwirioù, tonioù implijet:

Download transcript (.srt)
0:11

Ne vo ket safaret eus ul loen hiziv, na deus ur blantenn kennebeut.

0:15

Kontet vo kentoc'h eus ul liamm a zo etre an natur hag an denelezh.

0:18

Lâret vo deoc'h penaos e c'hell an natur reiñ deomp awen evit sevel traoù.

0:24

Safaret e vo eus ar biomimikerezh.

0:27

Petra eo ar biomimikerezh, pe le biomimétisme neuze ?

0:41

Un doare da sevel pe da fardañ traoù 'ni eo,

0:44

oc'h ober evel ma nefe graet an natur, ar plantennoù pe al loened.

0:49

An dra-se a c'hell bezañ poellek.

0:51

Ijinet ez eus bet ur bern traoù gant an natur, ha dreist-holl gant emdroadur ar spesadoù.

0:58

Ha lâret a ran "ijinet" espres-kaer.

1:00

Dont a ra deus ijin, hag a vez kavet e-barzh ijinourez pe ijinour ivez.

1:05

Peogwir en deus emdroadur ar spesadoù bet kalz amzer evit amprouiñ traoù, fardañ traoù a ya mat en-dro.

1:12

Amzer en deus bet 'vat : tost 4 miliard a vloavezhioù, soñjit 'ta.

1:20

Awenet eo bet an denelezh gant an natur abaoe pell e gwirionez.

1:25

Bremañ ez eus ur ger chik evit komz eus an dra-se.

1:28

Met ar pezh a zo interesant eo kentoc'h ar skouerioù.

1:31

Ur bern anezho a zo da welet, krogomp e-barzh diouzhtu neuze !

1:42

Koloniennoù ar merien-gwenn (les termites) a zo savet en un doare speredek-kenañ.

1:48

Ur golonienn a c'hell bezañ ken bras ha 7 metrad.

1:52

Kalz a verien-gwenn 'zo enni, anat deoc'h, ha ma vefe savet fall e vankfe oksijen, pe 'vefe re domm.

1:59

Koulskoude ne c'hoarvezh ket an dra-se.

2:02

Avelet eo mat-tre, ha mekanik ebet evel-just.

2:06

Talvoudus eo kompren penaos e ya en-dro evit klask sevel hor savadurioù deomp-ni 'giz-se.

2:12

Ha 'giz ho peus komprenet moarvat, n dra-se zo bet graet dija.

2:16

Ur gourmarc'had zo bet savet e Zimbabwe e fin ar bloavezhioù 90, ha yenaat a ra e-unan.

2:24

Koñsomiñ a ra dek dregant ha pevar-ugent nebeutoc'h a energiezh evit ar savadurioù all.

2:30

Gwelet eo 'giz unan eus ar savadurioù kentañ awenet gant an natur.

2:41

Un dra mil anavezet a zo bet awenet gant an natur ivez.

2:45

Ar velkro, pe ar skratch.

2:47

Goût a rit, ar pezh 'vez kavet war boutoù ar vugale. Fin, kavet e vez un tammig e pep lec'h e gwirionez !

2:53

Da zigentañ e oa un den eus bro Suis, George de Mestral, a oa bet o chaseal un deiz bennak e 1948.

3:01

Goude bezañ distroet en doa merzhet e oa kalz frouezh, 'giz bouloù, hag a oa peget ouzh e zilhad ha blev e gi.

3:09

Un ijinour 'oa, setu neuze en doa klasket sellet pizh ouzh ar frouezh-mañ gant ur mikroskop.

3:15

Gwelet en doa krogoù bihan war o c'horre, hag abalamour d'ar re-mañ e pege ar frouezh.

3:21

Deuet e oa dezhañ ar mennozh da fardañ ur sistem 'giz-se evit serriñ an dilhad,

3:25

gant krogoù eus un tu ha boukloù eus an tu all.

3:29

Abaoe vez kavet velcro pep lec'h !

3:41

Ur skouer all a vez kavet gant an dilhad.

3:44

Kopiet eo bet kroc'hen ar rinkined evit fardañ gwiskamantoù neuial.

3:49

Skant dibar zo dezho ha ganto int gouest da fiñval 'ba an dour buanoc'h.

3:54

Ha kement-all a ra ar sportiourienezed a neu gant ar gwiskamant ispisial-mañ.

4:02

En ur gronikenn all diwar-benn ar merien,

4:04

em boa safaret eus o doare da gavout an hent berrañ gras d'ar feromon a laoskont war o lec'h.

4:11

Awenet o deus ar skiantourienezed

4:13

hag int o deus savet algoritmoù implijet evit dielfennañ skeudennoù da skouer,

4:18

pe tresañ roudadoù elektronikel, pe circuits électroniques e galleg, a c'hell bezañ luziet.

4:25

Moaien zo da soñjal ne vefe liamm ebet etre ar merien hag ar roudadoù elektronikel,

4:30

ha padal ez eus unan bremañ.

4:42

Skouerioù e-leizh a zo c'hoazh.

4:44

Ijinus eo an natur !

4:46

Diwallit memes tra, ne ya ket en-dro atav.

4:49

Evit nijal e c'heller soñjal e vefe mat ober 'giz al laboused pe al logod-dall.

4:55

Kaout eskell ha nijal.

4:57

Ar pezh n'eo ket ken gwir ha se.

5:00

Un ijinour all, Clément Ader e anv, en deus klasket pell lakaat ur mekanik da nijal.

5:06

Klasket en deus gant eskell a-bep seurt : laboused, logod-dall, amprevaned zoken…

5:11

Met n'eo ket deuet a-benn gwech ebet.

5:14

Re luziet eo klask ober rik ar memes tra.

5:16

Ar pezh a ya mat en-dro eo kentoc'h eskell ar c'hirri-nij a-vremañ.

5:22

Ar stumm n'en deus netra da welet gant eskell al laboused met krouiñ a reont dougañs, pe portance e galleg.

5:29

Gras d'an nerzh-mañ e c'hell nijal ar c'hirri-nij !

5:32

Arabat mont re vuan neuze.

5:47

Gwelet hon eus ur bochad skouerioù.

5:50

Traoù savet diwar ur mennozh roet gant plant, pe loened.

5:54

N'eus fin ebet, an natur zo leun a vennozhioù !

5:58

N'ho peus ket 'met klask war internet ar ger "biomimétisme" hag e kavoc'h muioc'h a draoù c'hoazh.

6:04

Eus pelec'h e teu stumm an TGV da skouer, petra o deus degaset ar morgizhier, ar brenniged, ar gwini ha me oar me.

6:14

Arabat mont re vuan memestra ha klask atav ober 'giz an natur.

6:19

A-wechoù ne ya ket mat en-dro.

6:22

6:22