An teureuged hag an tredan
S01:E31

An teureuged hag an tredan

•

Episode description

Hiziv ‘vo kontet eus an teureuged, les tiques. ‘Blam ma c’hellont bezañ un tamm dañjerus, n’eo ket falloc’h goût un nebeud traoù diwar o fenn. Ha traoù nevez zo bet lakaet war wel n’eus ket pell zo !


Gwirioù, tonioù implijet


Mammennoù

Download transcript (.srt)
0:10

Brav eo an amzer hiziv, deomp da bourmen !

0:12

Met pelec'h ?

0:13

Mmh, er c'hoad marteze ?

0:16

Met da ziwall zo, gall' reomp bezañ taget.

0:20

Vo ket komzet eus ar bleizi na eus ar sarpanted hiziv.

0:23

Kontet 'vo eus traoù bihanoc'h kentoc'h : an teureuged, les tiques.

0:29

Ur bern traoù zo da zeskiñ diwar o fenn !

0:55

Petra eo an teureuged neuze ?

0:58

Pe an tarlasked, pe an tilhed, 'giz 'vez lâret mod-all ?

1:02

Araknid int, 'giz ar c'hevnid.

1:05

N'emaint ket er memes familh 'vat, met en unan all : familh an akarianed.

1:13

Bihan-bihan int, etre 3 ha 6 mm, ar pezh zo bras a-walc'h evit an akarianed.

1:17

Kavet 'vezont war ar plant bihan, 'giz ar geot pe al louzoù, hag aze, emaint o c'hortoz.

1:30

O c'hortoz un ostiz emaint.

1:32

Rak parazited pe loened arvevat int.

1:36

Bevañ a reont diwar un ostiz.

1:39

Pe meur a hini evit a sell ouzh an teureuged.

1:43

'Maon o vont da gontañ deoc'h kelc'hiad o buhez.

1:53

'Giz loened rummad an artropoded o deus an teureuged meur a stumm e-korf o buhez.

2:01

Kregiñ a ra gant ur vi.

2:09

En nevez-amzer e teu ul larvenn diwar ar vi-mañ.

2:13

Klask a ra un ostiz evit debriñ he fred kentañ :

2:16

ul loen bihan a-walc'h (ul labous da skouer, pe ur bronneg bihan).

2:22

Chom a ra war an ostiz an hañv-pad, ma'g'eo gouest.

2:26

'Pad ar prantad-mañ eo krog-mat er c'hroc'hen, ha sunañ a ra gwad an ostiz.

2:33

En diskar-amzer e kouezh, debret he deus trawalc'h, ha muzañ a ra, cheñch a ra.

2:39

Dont a ra da nimfenn.

2:54

An nimfenn a c'hortoz an nevez amzer war-lerc'h evit klask un ostiz all, e-pad an hañv ivez.

3:01

P'he deus lonket gwad a-walc'h, en diskar-amzer e kouezh en-dro ha, a-benn ar fin e teu en oad.

3:20

En nevez-amzer goude, e klask an ostiz diwezhañ, ul loen brasoc'h ar wech-mañ :

3:26

ur c'hi, ur vuoc'h, pe c'hoazh un den…

3:30

Ar parezed a glask ar pared, ha strujañ a reont war an ostiz.

3:36

Da c'houde e krog ar parezed 'barzh ar c'hroc'hen evit sunañ gwad ur wech diwezhañ.

3:43

Ha war-lerc'h e kouezhont ur wech all war al leur evit dozviñ vioù, milieroù anezho.

3:49

Hag adkroget ar c'helc'hiad gant pep hini eus ar vioù-se

4:03

Dav eo goût : n'eo ket an teureuged a zo dañjerus.

4:07

'Vez ket lonket kalz gwad, pegen bihan int.

4:10

Met an teureuged n'int ket oc'h unan !

4:13

Alies e teuont gant baktiri anvet Borrelia, hag ar re-se zo dañjerus.

4:19

Hervez an Inrae (an institud a ra enklaskoù diwar-benn al labour douar hag an endro),

4:24

30% eus an teureuged a vefe ar Borrelia en enno, e Frañs.

4:30

Ma vez un den kroget gant un teureug eñfektet e c'hell bezañ eñfektet ivez.

4:35

Gall' ra 'n em gavet klañv gant ur c'hleñved anvet borrelioz pe kleñved Lyme, la maladie de Lyme.

4:42

Ha n'eo ket brav ar c'hleñved-mañ, me 'lâr deoc'h.

4:54

Er penn-kentañ n'eus ke'met un tach ruz war ar c'hroc'hen, a ya war vrasaat.

5:00

War-lerc'h, goude un nebeud sizhunioù hep louzoù (hep antibiotikoù),

5:04

e ya ar baktiri un tammig peplec'h er c'horf.

5:07

Klask a reont eñfektiñ lodennoù zo.

5:11

Artrit a c'hell bezañ da skouer, dreist-holl gant ar vugale.

5:14

Ar baktiri a ya d'ur c'houbl, d'un artikulation, ur glin da skouer, ha poan a ra.

5:20

Ur skuizhder spontus a c'hell bezañ ivez, gant diaestaerioù evit prederiañ ha bezañ aketus.

5:27

Met dre chañs 'zo antibiotikoù, ha gras dezho e c'heller pareañ an dud tapet gant ar borrelioz.

5:49

Ma, un tamm tristik ar gronikenn.

5:52

Met keloù mat zo, emañ skipailhoù skiantel o labourat war an afer !

5:58

Da skouer oa bet embannet ur studiadenn e miz Even 2023 e Current Biology

6:03

gant ur skipailh eus skolveur Bristol, e bro Saoz.

6:07

C'hoariet o deus gant teureuged ha gant tredan statek, l'électricité statique.

6:13

Merzhet o deus e vez desachet an teureuged gant feur ul loen bennak pa vez leun a dredan statek.

6:20

Ha merzet zo bet ivez e vez karget feur al loened,

6:24

da lâret eo e vez berniet an tredan statek, pa vezont o fiñval en oc'h endro,

6:29

o frotañ ouzh ar plant lakaomp.

6:32

Ha neuze gant ur feur leun a dredan e vez desachet an teureuged,

6:36

hep na vefe graet tra 'bet ganto, hep na vefe lammet memes.

6:41

Ret eo bezañ tost memestra : un nebeud milimetroù pe sañtimetroù d'ar muiañ,

6:46

met efedus e seblant bezañ, da nebeutañ evit chom peget ouzh an ostizien

7:09

Gwir eo n'eo ket gwall fetis ar studiadenn-mañ marteze.

7:12

Unan all zo bet embannet, e fin miz Gouere 2023 er journal Microbiome.

7:19

Savet zo bet gant ar skipailh ur vaksin ha n'eo ket eeun, da lâret eo,

7:23

'vez ket vaksinet an dud, 'vez ket vaksinet an teureuged met… an ostizien all.

7:31

Da skouer, ul logodenn.

7:33

Ar vaksin a zo ur baktiri all e gwirionez, unan ha ne ra ket zroug.

7:38

Ur wech lakaet e korf al logodenn e komañs houmañ da sevel enepkorfoù, des anticorps.

7:45

En em zifen a ra.

7:47

Ha setu giz-se vez lonket an enepkorfoù-se gant an teureug a glask sunañ ar gwad.

7:53

Ha kavet zo bet neuze, zo kalz nebeutoc'h a vaktiri Borrelia en teureug-mañ war-lerc'h.

8:00

Bihanoc'h ar riskl e vefe treuzkaset ar c'hleñved Lyme.

8:03

Mont a ra war-raok !

8:18

Hiziv hon eus graet un tamm pourmenadenn er c'hoad.

8:22

Graet hon eus anaoudegezh gant an teureuged hag ar baktiri Borrelia.

8:26

Un daouad a c'hell bezañ dañjerus.

8:29

Met gwelet hon eus ivez e vez brasaet ar gouiziegezh bemdez.

8:33

Daoust da se eo gwelloc'h diwall memestra.

8:35

Ha goude ur bourmenadenn en natur, er c'hoad, teurel ur sell deus ar c'horf penn-da-benn !

8:48

Un draig evit echuiñ : m'ho peus c'hoant da gemer perzh en araokadennoù skiantel war an dachenn-mañ

8:53

e c'hellit mont war al lec'hienn "citique.fr",

9:00

e lec'h ma c'hallit signaliñ flemmadennoù,

9:02

9:02