An tardigrad
S01:E08

An tardigrad

Episode description

Hiziv vo dizoloet un organism kreñv-abominapl hag un tamm iskis: an tardigrad. Ur familhad a spesadoù eo kentoc’h, liesseurt a-walc’h, ha bamus int!

Gwirioù:

Golo ar rann: skeudenn eus un tardigrad gant mikroskop elektronikel dre skannañ, gant Schokraie E, Warnken U, Hotz-Wagenblatt A, Grohme MA, Hengherr S, et al. (2012)

Download transcript (.srt)
0:09

Hiziv 'vo graet anaoudegezh gant ul loen, un organism kreñv,

0:13

ur superloen a c'hellfemp lavarout zoken : an tardigrad.

0:25

Petra eo al loen-se ?

0:27

Arzhig dour 'vez graet anezhañ a-wechoù, rak sechañ a ra d'un arzhig.

0:32

Met kalz bihanoc'h eo evit un arzh : bihanoc'h eget ur milimetr eo.

0:37

E latin e vez anvet Tardigrada, hag evit lavaret ar wirionez,

0:42

n'eo ket ul loen met kentoc'h ur familhad a loened.

0:45

Ur phylum, evit ar re sot gant rummañ ar spesadoù.

0:49

Liesseurt int aze : tro-dro 1000 spesad a zo bet deskrivet betek poent.

1:06

A-raok lâret deoc'h perak eo ul loen ispisial,

1:10

dav eo deomp klask gouzout petra eo an tardigrad da gentañ,

1:13

pe kentoc'h pelec'h emañ an tartigraded war gwezenn ar vuhez.

1:19

Ma 'peus disoñjet petra eo ar wezenn-mañ e c'hellit selaou pe adselaou

1:22

an eil rann eus ar gronikenn Brav ha bev.

1:30

Ul loen eo, setu eo renket e-touezh an Eukaryota.

1:33

Heñvel a-walc'h eo ouzh an Arthropoda,

1:36

da lâret eo, an amprevaned, asambles gant ar c'hresteneged/c'hrustaceed.

1:41

Lakaet eo bet e-giz-se ablamour d'e neuz.

1:45

Met a-benn vez sellet deus e jenom, deus e ADN ma karit,

1:49

'vez gwelet eo heñvel a-walc'h deus an nematoded.

1:52

An nematod zo ur seurt preñv.

1:55

Met an dra-se n'eo ket sur, ha setu emañ ar skiantourien ha skiantourezed

1:59

o klask kompren an dra-se c'hoazh.

2:14

Perak em eus bet c'hoant da gomz diwar o fenn neuze ?

2:17

Un tamm ispisial int.

2:20

Da gentañ penn e vezont kavet un tammig e pep lec'h war an Douar.

2:24

Plijout a ra kalz dezho bezañ er c'hoadoù pe en toundra, e lec'hioù ma vez kavet enno kinvi pe man.

2:31

Kinvi a vez debret ganto, ha liken ivez.

2:34

Hag a-wechoù e tebront tardigraded all.

2:39

Kavet e vezont ivez e lec'hioù uhel-spontus, evel war menezioù Himalaya.

2:45

Mat eo ar jeu ganto du-hont.

2:47

Met lod vez kavet e-barzh ar mor ivez, don-don.

2:51

Hag 'barzh an traezh ivez.

2:53

Un tammig e pep lec'h, a lavaran deoc'h.

3:03

E bourzh ar savlec'h egor etrebroadel (station spatiale internationale e galleg), zoken,

3:10

peogwir int studiet kalz eno.

3:12

Gouest int da vont da gousket, feiz, ur c'housk ispisial, a vez anvet 'kriptobiose'.

3:18

Eus "crypto", a dalv kuzhet ha "biose", ar vuhez.

3:23

An organismoù a zo gouest d'ober kemend-all a c'hell paouez da vevañ, pe dost.

3:28

O metabolism, da lâret eo an holl reaktadennoù kimiek a c'hoarvezh en o c'helligoù,

3:33

a teu da vezañ ral.

3:35

Kreñv-bominabl int pa vezont e-giz-se.

3:38

Ne z'int ket war gozhaat da skouer :

3:41

gal a reont bevañ e-pad bloavezhioù ha bloavezhioù pa vezont e kriptobios.

3:45

Chom a reont bev memes gant temperadurioù a bep-seurt :

3:49

ugent deres dindan zero da skouer,

3:52

met a-wechoù 150 deres ivez.

4:03

Dav eo lavarout n'eo ket an holl spesadoù a dardigraded gouest d'ober pep tra,

4:09

met bamus int memestra.

4:11

Un nebeud spesadoù a c'hell añduriñ goullo an egor.

4:14

Pe ar c'hontrol, ur gwask spontus evel mil gwech gwask an aer.

4:24

Gallout a reont chom bev en egor.

4:26

N'eo ket plijus bevañ du-se abalamour d'ar skinadoù.

4:30

Ni 'vefe hanter varv gant ar skinoù, met gal a ra tardigraded so gouzañviñ anezho.

4:37

Diskouezet ez eus bet eo gouest ur spesad bennak da zerc'hel ouzh ar skinoù ultraviolet pe ultravouk

4:43

en ur dreiñ anezho da goulou glas.

4:47

E lec'h lonkañ an energiezh, a rafe drouk d'an organeg, eo-hi adheñchet en ur mod.

4:56

Un doare all, implijet gant ur spesad all, a zo mont da sec'hiñ.

5:00

Bezañ sec'h-mat a lak an organegoù-se da c'houzañviñ ar skinoù X.

5:08

Memes-mod, e c'hellont ivez bevañ en un en-dro hag a zo sec'h-mat,

5:11

evel dezerzhioù, pa vefent sec'h ha tomm pe sec'h ha yen-ki.

5:17

Hag evit echuiñ, memestra, int gouest d'ober traoù all c'hoazh.

5:20

Gouzañviñ endroioù gant nebeut-tre a oksijen, pe bezañ en dour gant kalz a holen.

5:42

Graet hon eus anaoudegezh gant ur familhad a organegoù : an tardigraded.

5:47

Liesseurt int, ha gouest int d'ober traoù dreistordinal.

5:52

Lod a lavar, memes, eo tost dibosupl d'an douar bezañ difrouezh pe steril penn-da-benn,

5:59

abalamour d'an tardigraded just a-walc'h.

6:02

Int a c'hello gouzañviñ n'eus forzh peseurt gwallreuzioù.

6:06

6:06