An heureuchined-mor (1/2)
S01:E12

An heureuchined-mor (1/2)

Episode description

Hiziv vo splujet e-barzh ar mor evit ober anaoudegez gant loened a vez kavet en holl vorioù. Stumm ur voulenn o deus, gant kalz a zrein pe bikoù. Cheñch a ra o anv deus un eil bro d’eben : heureuchined-mor, pe teureuged-mor, pe uioù-keureug, pe c’hoazh kistin-mor.

Komzet ’vo eus an heureuchined-mor neuze!



  • Skeudenn: ur foto eus Sphaerechinus granularis tapet gant Diego Delso (CC BY SA) ha lakaet war Wikimedia
Download transcript (.srt)
0:09

Hiziv vo splujet e-barzh ar mor evit ober anaoudegez gant loened a vez kavet en holl vorioù.

0:15

Stumm ur voulenn o deus, gant kalz a zrein pe bikoù war o c'hroc'hen.

0:21

Cheñch a ra o anv deus un eil bro d'eben : heureuchined-mor, pe teureuged-mor, pe uioù-keureug, pe c'hoazh kistin-mor.

0:30

Graet e vo heureuchined-mor deuzouto er gronikenn-mañ.

0:34

Deomp dezhi!

0:50

Petra eo an heureuchined-mor neuze?

0:53

C'hwi oar mat petra emaon o vont da lâret bremañ : ar re-mañ zo liesseurt.

0:59

Tost 1000 spesad 'vez kontet en holl, e kement mor zo tout.

1:04

Dre vras, memes stumm o deus tout : ur voulenn, 5 pe 10 cm hed, drein war he gorre.

1:16

Sellomp pizhoc'h ouzh o drein. Gouest int da fiñval un tamm.

1:21

Ar re-se a servij dezho da vale, da gentañ.

1:25

Feiz, n'eo ket fouetañ bro.

1:27

Bale a reont war strad ar mor, met nemet un nebeud metradoù, pas muioc'h.

1:33

Ha mod-all, implijet vez an drein-se ganto d'en em wareziñ.

1:38

Lakait ho troad war-c'horre un heureuchin-mor 'ta, c'hwi welo !

1:42

Poanius eo, ha diaes eo tennañ an tammoù en em gavet dindan ar c'hroc'hen.

2:00

Sellomp ouzh un heureuchin-mor en e bezh bremañ.

2:04

5 lodenn a zo, 5 gwech ar memes-tra.

2:07

Un doare simetriezh eo.

2:10

Ha ma vefe sellet en ennañ e vefe kavet 5 gwech ar memes tra ivez.

2:15

Ha pelec'h emañ an tu a-raok hag an tu a-dreñv?

2:19

N'eus ket!

2:20

'fin, n'eus ket a gof ha n'eus ket a gein.

2:23

Tu ar beg a zo da zigentañ, a zo troet da sellet deus an douar,

2:27

hag an tu all emañ tu ar revr a-benn ar fin.

2:42

Interesant eo beg an heureuchined.

2:45

Lesanvet eo "letern Aristote", pe "la lanterne d'Aristote" e galleg,

2:50

abalamour oa bet studiet gant Aristote "himself", e-unan, dija, 300 bloaz a-raok JK.

2:59

E-kreiz 5 lodenn ar c'horf emañ ar beg, ha setu zo 5 lodenn ennañ ivez.

3:05

5 dant lemm a ya d'ober ur beg kreñv.

3:10

Aristote en doa deskrivet anezhañ er mod-se:

3:12

5 dant o deus an heureuchined, a zo toull.

3:19

E-touez an dent-se ez eus ur c'horf bouedek a zo dres evel an teod.

3:23

War-lerc'h e teu ar gourlañchenn (pe an oesophage), ha goude ar gourlañchenn, ar stomog,

3:32

a zo rannet e 5 lodenn, hag a zo leun a gaoc'h

3:36

Stag eo an daou benn eus ar beg, met n'eo ket didroc'h e c'horre.

3:42

Tennañ a ra kentoc'h eus ul letern a vankfe dezhañ ar c'hroc'hen, sañset da c'holoiñ e framm.

3:50

N'eo ket aes treiñ an dra-se e brezhoneg.

3:54

Me 'meus troet diwar ar galleg, met evit lâret ar wirionez deoc'h eo bet troet diwar ar gresianeg kozh evel-just.

4:02

Hag abaoe un toullad bloavezhioù eo ar savet ar jeu etre an troerien.

4:07

Troerien zo a soñj dezho eo bet anvet "letern Aristote" gantañ, korf an heureuchined a-bezh,

4:14

ha lod all a soñj dezho n'eo nemet o beg.

4:18

Hiziv an deiz, n'eo ket gwall sklaer 'at !

4:33

Petra a reont gant o 5 dant lemm ? Debriñ !

4:37

Peuriñ a reont e gwirionez. Debriñ a reont bezhin dreist-holl, kalz bezhin.

4:42

Debret e vezont ivez, unan eus o freizherien eo an dourgon-mor pe ar chas-dour-mor,

4:49

pe e galleg, les loutres des mer.

4:52

Hag an dra-se zo ur skouer vat eus un dra a vez lâret kempouez ekologel.

4:59

E meurvor Habask, war aod Norzhamerika, e Kalifornia da skouer,

5:04

e veze kavet heureuchined-mor ha dourgon-mor.

5:08

D'ur mare bennak eo bet chaseet kalz, betek re, an dourgon-mor.

5:13

Aet eo al loened-se da netra, pe dost, e deroù an XXvet kantved.

5:19

Kalz nebeutoc'h a wask a oa war an heureuchined neuze.

5:23

Deuet int da vezañ stankoc'h-stankañ.

5:25

Ha setu d'o zro o deus chaseet, pe kentoc'h debret o meuz : ar bezhin.

5:31

Met siwazh ! Ar bezhin a vez kavet eno a zo evel ur gwir ekosistem, evel ur c'hoad.

5:37

Ha justamant 'vez anvet er mod-se : koad bezhin, pe "forêt de kelp" e galleg.

5:43

Rak bezhin bras ha liesseurt a zo.

5:45

Hag un tammig evel en ur c'hoad gant gwez, e vez kavet ur bern loaned o chom ennañ.

5:51

Ha setu, pa 'z eo aet da netra an dourgon-mor eo bet debret betek re gant an heureuchined.

5:58

Setu ur skouer vat eus ar c'hempouez ekologel.

6:02

Ha diskouez a ra deomp splann

6:04

penaos e c'hell mab-den cheñch ekosistemoù a-bezh o chaseal spesad-mañ-spesad.

6:31

Graet ho peus anaoudegezh gant loened simpl a-hervez.

6:35

Kalz traoù zo da lâret diwar o fenn koulskoude.

6:39

Hiziv hon eus deskrivet o neuz, ha lâret int studiet abaoe pell.

6:44

Ha profitet hon eus deus an dra-se evit kontañ eus kempouezoù ekologel,

6:48

ha lâret pegen bresk e c'hellont bezañ.

6:52

Daou dra a chom da welet c'hoazh, ha graet e vo er rann a zeu :

6:59

ar strujañ (pe ar gouennañ) da gentañ

7:03

ha da eil, penaos e reont evit sikour ar skiantourien hag ar skiantourezed.

7:07

Fin, petra a zigasont er bed skiantel.

7:12

7:12