An antibioresistañs 1/2 : an antibiotikoù
S01:E23

An antibioresistañs 1/2 : an antibiotikoù

Episode description

Hiziv e kinnigan deoc’h kontañ deus traoù munut ha deus traoù bras-bras, deus traoù kozh ha deus traoù a-vremañ. Safaret ‘vo eus baktiri ha deus ar bed a-bezh ivez. Al liamm zo etre an 2 eo an antibioresistañs, un doare redadeg zo gant ar baktiri hag al louzoù a c’hellomp produiñ, an antibiotikoù. Div gronikenn ‘vo war ar sujed-mañ, ha ni zo o vont da gregiñ e-barzh gant un istor, un istor zo c’hoarvezet tost 100 vloaz zo, e 1928…


Gwirioù, tonioù implijet :

Download transcript (.srt)
0:09

Hiziv kinnigan deoc'h kontañ deus traoù munut ha deus traoù bras-bras, deus traoù kozh ha deus traoù a-vremañ.

0:17

Safaret 'vo eus baktiri ha deus ar bed a-bezh ivez.

0:21

Al liamm zo etre an 2 eo an antibioresistañs,

0:24

un doare redadeg zo gant ar baktiri hag al louzoù a c'hellomp produiñ, an antibiotikoù.

0:32

Div gronikenn 'vo war ar sujed-mañ.

0:34

Ha ni zo o vont da gregiñ e-barzh gant un istor, un istor zo c'hoarvezet tost 100 vloaz zo, e 1928.

0:51

Alies e komañser da gontañ istor an antibiotikoù gant un den e vakañsoù.

0:57

N'eo ket n'eus forzh peseurt den.

1:00

Alexander Fleming 'ni eo, un den eus bro Saoz.

1:04

O vakañsiñ emañ neuze, pe kentoc'h, o tistreiñ eus e vakañsoù emañ.

1:09

O paouez distreiñ d'e laboratouer emañ.

1:12

Hennezh zo medisin, ha… boulc'hurun !

1:15

Louet eo e labour ! Loued eo an traoù, louedadur zo un tamm pep lec'h !

1:20

'Meus ket lâret deoc'h petra a ra Fleming.

1:23

Klask a ra fardañ louzoù gouest da lazhañ ar baktiri.

1:28

D'ar mare-se veze klasket antiseptikoù, pe louzoù a lazh pep tra (baktiri, virusoù, ha kement zo).

1:35

Ha setu zo boestoù Petri en e labo.

1:38

Goût a rit, ar boestoù rond lec'h ma vez lakaet traoù e-barzh evit gwelet petra a gresko enno.

1:46

Sañset ne oa nemet baktiri, met an deiz-se 'oa un tarch louedadur ouzhpenn.

1:51

Ha merzhout a ra n'eus ket baktirienn ebet e lec'h ma 'z eus loued.

1:56

Soñjet en deus un tamm a-barzh kinnig ar vartezeadenn-se.

2:00

Produet 'vefe un dra bennak gant al louedadur hag a virfe ouzh ar baktiri da vevañ.

2:07

Reiñ a ra d'ar produ-se un anv : ar penisilin.

2:13

Ranket en deus gortoz 10 vloaz a-raok gwelet an traoù o vont war-raok.

2:18

'Pad an 10 vloaz-se, den n'en doa kavet an tu da buraat ar penisilin,

2:23

da gaout nemet ar volekulenn-mañ, hep molekulenn all ebet.

2:28

E 1939 'vat eo bet kavet an tu d'ober gant ur skipailh e skolveur Oxford.

2:35

Amprouet eo bet ar penisilin gant tud c'hloazet, gant berzh.

2:40

Roet zo bet ur priz Nobel da Fleming ha d'ar skipailh e Oxford,

2:46

ha goude-se eo bet ar penisilin, asambles gant antibiotikoù all, implijet muioc'h-mui.

3:09

Ur bern antibiotikoù zo bremañ, muioc'h 'vit 10 000 molekulenn.

3:14

An darn vrasañ deuzouto zo produet gant an natur.

3:18

Gant organismoù heñvel deus al louedadur 'oa e labo Alexander Fleming da skouer.

3:23

Pe c'hoazh gant baktiri all, pe plant, ha me oar me.

3:27

Ar molekulennoù-se o deus un efed war ar baktini, ha nemet ar baktiri neuze.

3:33

'Vit dont a-benn da atakiñ ar baktiri nemetken e ranker atakiñ un dra o deus ar baktiri

3:40

ha n'o deus ket an organismoù all.

3:43

Baktiri zo, da skouer, o deus un doare moger tro-dro dezho.

3:47

La paroi bactérienne 'vez graet eus an dra-se.

3:50

N'eus nemet ar baktiri-se o deus ar voger-se.

3:53

Ha setu giz-se zo antibiotikoù, ar penisilin en o zouez, a vir ouzh ar baktiri da sevel o moger.

4:01

N'hallont ket mui brasaat, ha mervel a ront da c'houde.

4:07

Kalz doaeroù all zo.

4:09

Kalz mekanismoù er c'hellig, kalz mécanismes cellulaires m'ho peus c'hoant, a c'hell bezañ taget.

4:16

Ha komzet 'vo eus an dra-se er rann a zeu.

4:28

Ha penaos 'vez implijet an antibiotikoù hiziv-an-deiz ?

4:31

Implijet 'vezont e meur a zegouezh.

4:34

Gant ar re glañv, evel-just.

4:36

Met ivez evit ar chatal hag al loened all.

4:39

Muioc'h 'vit an hanter eus an antibiotikoù a zo a vez roet d'al loened.

4:43

Ha gwir eo vez roet d'al loened betek re, a soñj da dud zo.

4:48

Da skouer e c'heller reiñ antibiotikoù a-raok ma chomfe klañv un tropell, kenkaz 'vefe ezhomm.

4:55

Ha betek 2006 e veze roet koñje da ouzhpennañ antibiotikoù e boued al loened,

5:01

evel "faktor kresk", pe facteur de croissance ma karit.

5:05

E Kanada hag er Stadoù Unanet e c'heller ober seurt traoù c'hoazh, evit produiñ kig buanoc'h.

5:15

An dra-se zo dañjerus 'vat, 'blam d'an antibioresistañs.

5:19

Met safaret 'vo deus an dra-se a-benn ar rann a zeu.

5:33

Safaret hon eus eus baktiri, ur wech ouzhpenn.

5:36

Lakaet hor boa ar gaoz warno dija gant ar c'hronikennoù Brav ha bev.

5:40

Er gronikenn diwar-benn mikrobiot ar bouzelloù, hag ivez en unan all diwar-benn ar boued lakaet e go.

5:48

Ar wech-mañ hon eus gwelet ar baktiri 'giz organismoù drouk.

5:53

Dre chañs zo antibiotikoù evit en em zifenn.

5:57

Met ur redadeg zo gant ar baktiri hag al louzoù a c'hell bezañ produet ganeomp.

6:02

6:02