Gant ar gronikenn "Brav ha bev" eo bet lakaet ar gaoz war ar boudoù bev.
Komzet em eus un tammig diwar-benn an istor ivez, istor ar bioloji/vevoniezh
gant Darwin hag e veaj war bourz ar Beagle.
Hiziv e vo komzet eus ur vrikenn a vez kavet gant an holl voudoù bev : an ADN.
Kalz traoù zo da lâret diwar-benn ar volekulenn-mañ,
hag an dra-se zo kaoz e vo graet un heuliad kronikennoù.
Hiziv vo komañset gant an diazez : ar gimiezh ha penaos eo bet lakaet war wel an ADN.
Deomp dezhi !
Kroget 'vo gant 'pezh a sell ouzh ar gimiezh.
N'eo ket ar pep pouezusañ, fin, evidon,
met reiñ a ra deomp un termenadur memestra.
E brezhoneg, ADN a vez anvet TDN, evit trenkenn dezoksiribonukleek.
Kement ger e-barzh an anv-se en deus talvoudegezh.
E kimiezh, un drenkenn (pe un asid m'ho peus c'hoant), a zo un doare molekul.
Dezoksiribo-Nukleek a c'hell bezañ troc'het :
dezoksiribo da gentañ ha nukleek da heul.
E gwirionez e vez aozet ar volekulenn-mañ gant kalz a dammoù heñvel.
Brik en eur mod.
Pep brikenn a zo enni ur sukr, da lâret eo, un doare molekul.
Dezoksiribose eo anv ar sukr-mañ.
Ha stag ouzh ar sukr ez eus ur vazenn (une base e galleg).
En ADN ez eus peder anezho.
Diouzh ar vazenn-mañ e cheñch anv ar vrikenn.
Ha peder brikenn zo neuze : A, T, C ha G.
Lizherennoù an ADN an hini eo, pe ar c'hod genetek.
Gwelet e vo diwezhatoc'h da betra 'servijont.
Dre vras neuze, asid dezoksiribonukleek a dalv
kement hag ur pezh molekulenn gant lizherennoù enni A, T, C ha G.
Evit echuiñ gant kimiezh an ADN, lakaomp ar gaoz war e stumm.
Dont a ra ur bern soñjoù deoc'h pa vez komzet eus an ADN marteze.
Stummet eo gant div neudenn (deux brins e galleg mar karit).
An div neudenn zo stag an eil ouzh eben.
Ha stumm ur viñs, pe un helis, o deus asambles.
Tra-walc'h gant ar gimiezh bremañ, komzomp eus traoù fentusoc'h !
Pelec'h 'vez kavet an ADN ?
Feiz, e-barzh tout an traoù bev war an Douar!
An holl organismoù zo ADN en enno.
Evit organismoù zo, evel ar bakteri, e vez kavet an ADN un tamm pep lec'h er gellig, er "cellule" mar karit.
Hag evit organismoù all, e vez renket e-barzh an nukleus (le noyau) a zo e-barzh ar gellig.
Setu, e-barzh kelligoù hor c'hroc'hen ez eus ADN,
hag e-barzh kelligoù delioù ho plantenn muiañ karet ivez.
Ur volekulenn eo an ADN neuze, ha bihan-bihan eo.
Penaos eo bet diskoachet neuze?
Adalek an 19vet kantved e veze anavezet mui pe vui an herezh (l'hérédité e galleg).
Met ne oa tamm prouenn ebet evit displegañ penaos ez ae en-dro.
E 1927, un den eus bro Rusia, Nikolai Koltsov,
en doa soñjet en ur volekulenn hag a vefe bras a-walc'h.
Deskrivet en doa an ADN dre vras, met ne oa nemet ur santadur, ur soñj.
Ha bremañ vo safaret eus un degouezh a c'hoarvez alies e-barzh bed ar skiantoù.
Laeret eo bet labour ur vaouez.
Daou baotr o deus tapet ar gloar ha tost ankounac'het eo bet ar vaouez.
Selaouit an istor-mañ.
E 1952 emaomp, en un arnodva (ul laboratouer m'ho peus c'hoant) e Londrez, e King's College.
O paouez kemer ur foto emañ ur studier, Raymond Gosling.
Ur foto ispisial, graet gant skinoù X.
Ha labourat a ra evit ur skiantourez a-feson, Rosalind Franklin.
Emañ-hi o studiañ framm pe strukturenn an ADN, ha labour zo war an dachenn-se er mare-mañ.
Ar foto en deus kemeret Gosling a zo bet kaset da daou baotr :
Francis Crick ha James Watson.
Emañ int o-daou oc'h ober studioù war framm an ADN ivez.
Kavet o deus kalz traoù, hag evit lavarout ar wirionez, o deus furmekaet pe formaliset framm an ADN.
Met sikouret int bet gant ar foto, hep Rosalin Franklin da c'houzout.
Ha n'o deus lâret netra evit trugarekaat Franklin,
ar pezh n'eo ket mad er bed skiantel evel e lec'h all ivez a-benn ar fin.
Ger ebet c'hoazh pa 'z eo bet roet ar priz Nobel dezho evit o labour.
Siwazh kalz skouerioù mod-se zo, gant maouezed hag o defe ranket bezañ enoret, ha bezañ anavezet muioc'h.
Setu, abaoe e ouzomp eo an ADN ur volekulenn gant stumm un helis doubl.
Hag evit echuiñ, e 1957 en deus Francis Crick skrivet ur pennad skiantel
hag en deus graet al liamm etre ar jenoù (da lâret eo an ADN) hag ar proteinoù.
Met komzet e vo eus al liamm-se diwezatoc'h.
Evel-just ez eus bet kavet traoù all diwar-benn an ADN.
Ha kavet 'vez traoù hiziv an deiz c'hoazh.
Met trawalc'h 'peus bet e-giz-se gant ar gronikenn-mañ! :-)
Kroget omp hiziv gant ur veaj evit ober anaoudegezh gant ur bed diwel ha bihan : bed an ADN.
Gwelet hon eus petra eo, pelec'h 'vez kavet hag un nebeud traoù diwar-benn ar mod eo bet kavet.
Kalz traoù a zo da lâret c'hoazh, peogwir e c'hellomp sellet ouzh ar volekulenn-mañ gant meur a zoare,